Ar sonadeg-mañ a zo aozet gant Ti Ar Vro Kemper da geñver Gouel Breizh en unan eus al lec'hioù brudetañ e Breizh. Denez pe «arzour e vouezh aour» a gavo enni, digarez da zistreiñ da ziazez e arz : ar Werz, diwar honnezh e teu ar brasañ eus e awen abaoe ouzhpenn tregont vloaz.
A bep eil e teuio gantañ, gwerzioù a-gozh ha re savet gantañ, gwech kanet e-unan-penn ha gwech all harpet plaen gant tri soner(ez) eus ar re wellañ : Maëlle Vallet (telenn geltiek ha kanun), Jonathan Dour (violoñs) ha Jérôme Seguin (gourrebed).
Un digarez a-zoare evit ar re domm pe dommoc'h d'ar muzik da vont betek mammenn ar c'han-se a zo boutin deomp-holl, a-viskoazh ha da viken, gwir diamant a vuzik hag a varzhoniezh evel ma voe graet anezhañ gant ar varzhez veur Georges Sand.
Pêr Vari Kervarec ha Claude Nadeau a vo boulc'het ganto an nozvezh dre ginnig meur a don sonet gant ar vombard hag ograoù an iliz veur.
Kazetenn Le Monde
Titouroù :
Deiziad : d'ar Sul 19 a viz Mae 2019
Eurioù : 4e1/2 gm > 6e noz
Lec'h : iliz-veur Sant Kaourintin
Bilhedoù : gallout a rit rakprenañ plasoù war al lec'hienn internet o klikañ war al liamm amañ dindan
Priz : priz leun = 15€, priz evit ar vugale dindan 12 vloaz = 8€
Titouroù ouzhpenn : Ti ar Vro Kemper / clelia@tiarvro-kemper.bzh
Liamm Youtube :
■