Kafedi Istor - Proviñs Breizh eus moustrerezh ar Bonedoù ruz da Afer Breizh (1675-1771)

Agenda publié le 18/02/19 0:12 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon
t:1
https://abp.bzh/thumbs/46/46884/46884_1.jpg
Markiz Pontkalleg hag ar Chalotez

Kafedi Istor : "Eus moustrerezh ar Bonedoù ruz da Afer Breizh" (1675-1771)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

War-lerc’h moustrerezh emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675 e hañval Breizh bezañ badaouet gant beli Loeiz XIV. Met ar brezelioù mareadek a zo evit dileuridi gwirioù Breizh, er Stadoù pergen, an dro da varc’hata an doujañs d’he gwirioù en eskemm d’an arc’hant he deus ar Stad c’hall evit brezeliñ. Dre iriennoù he deus gallet ar stourm bezañ kaset da benn, gant markiz Pontkalleg e 1719-1720 pergen, met dreist-holl dre rendaeloù pennek ha taer er Stadoù. Breudoù Breizh, diouzh o zu, o deus en em savet evel Breudoù all rouantelezh Frañs a-enep da c’halloud amreol an unpenniezh c’hall. Tra m’en em unane Stadoù ha Breudoù Breizh en em unane ivez Breudoù Breizh gant Breudoù all rouantelezh Frañs, en ur stourm – kendeuzet en ur mare bennak – brezhon ha gall war an dro. Gant Loeiz ar Chalotez e voe aroueziet ar stourm-se.


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.