Ur gelaouenn nevez a zo ganet !

Annonce publié le 15/01/19 20:34 dans Politique par Tepod Mab Kerlevenez pour Kannadig Imbourc\'h
t:2
https://abp.bzh/thumbs/46/46681/46681_1.jpg
Talbenn diwezhañ Kannadig Imbourc'h o kinnig donedigezh Ar Gouloù Gwenn en he lec'h.
https://abp.bzh/thumbs/46/46681/46681_2.jpg
Golo diwezhañ Kannadig Imbourc'h o kinnig donedigezh Ar Gouloù Gwenn en he lec'h.

Deiz mat gouloù deoc'h !

Kinnig a ran deoc'h ur gelaouenn vrezhonek nevez, AR GOULOU GWENN he anv. Kemer a ra plas Kannadig Imbourc'h a oa kelaouenn Emglev an Tiegezhioù. Ar Gouloù Gwenn a vo distag avat diouzh E.A.T., en ur zerc'hel d'ar spered brogarour brezhon a oa he hini, met o skañvaat an tu kristen anezhi. Digor eo hor pajennoù d'hon holl re o dije mennadoù ha mennozhioù da rannañ gant ar Vrezhoned a-vremañ a gred e dazont Breizh. Koumananterien koulz ha kenskriverien nevez a glaskomp, na dermit ket da vont e darempred war-eeun ganin m'ho pije goulenn-pe-goulenn da sevel, ha da gemer ur c'houmanant evit ar bloaz nevez-mañ 2019 : 20 € evit 5 skouerenn, en anv Jean-Marie Michel (da gas d'ar chomlec'h 12 Straed René Giraud, 44130 BLAEN). Da c'hortoz krouidigezh ur gevredigezh a-ziforc'h a zeuio hep dale.

Souten an embann brezhonek a zo souten Breizh vev, souten ar re a skriv a zo ivez souten o mennozhioù ha diskouez evel-se hon eus spi en Dazont, en desped d'ar mare teñval a-walc'h a dremenomp hag a chom c'hoazh da zont. Ar Gouloù Gwenn a fello dezhi bezañ, evel m'en lavar he anv, un Tour-Tan Brezhon e-kreiz an deñvalijenn a-vremañ ha tolpañ drezi hag en-dro dezhi harperien Vreizh. Kreñvoc'h a-gevret !


Vos commentaires :
Jeudi 9 mai 2024
N'ouzon ket petra en doa graet TG a-enep deoc'h. Gouzout a ran ez eus bet tabutoù en-dro dezhañ hag a-berzh tud all estregedoc'h ivez. Me n'on ket paotr an tabutoù ha klask a rin bodañ tud digor d'an divizoù ha d'an eskemmoù prederiet a c'hall ober vad da Vreizh ha degas sklêrijenn dezhi.
Un digoradur a fell din degas eta. Mat e vefe deomp en em welout mar kirit. Gallout a reoc'h atav kas pennadoù-skrid war-eeun ivez mar fell deoc'h. An niverenn gentañ eus Ar Gouloù Gwenn a zo prest hag embannet e vo e-kerzh C'hwevrer. Klaskit tapout ur skouerenn ha sellit penaos dont e darempred ganin drezi, skrivet e vo pep titour warni.
A galon ganeoc'h .
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.