C'hwec'h c'hoarier yaouank o vont war henchoù ur vro disheñvel 'vit pep koulzad. C'hoarioù, amprouennoù a bep seurt zo ret dezhe dont a-benn dioute evit gellet delc'her da vont war-raok. Met dav 'vez dezhe ivez kavet boued ha lojeiz o-unan. Un abadenn evit ar familh eo Foeterien, filmet e brezhoneg penn-da-benn.
Gant seizhvet koulzad c'hoari skinwel-mañ e vo pedet ar sellerien da heuliañ troioù kaer tri skipailh c'hoarierien war heñtoù Jamaika, un enezenn brav spontus...
Grit anaoudegezh diouzhtu gant ar Foeterien :
Skignet 'vo ar rann gentañ fenoz da 8e45 war Brezhoweb, e brezhoneg hep istitl ebet. Posubl 'vo sellout ouzh ar replay war-lerc'h, gant istitloù gallek pe brezhonek (evit ar prantadoù e saozneg nemetken) pe hep istitl ebet, ha digoust 'vo evel just. Foeterien 7 (voir le site)
Skignet 'vo an abadenn war chadennoù lec'hel an TNT ivez (Tebeo, Tebesud, TV Roazhon), istitlet e galleg.
■