Bep bloaz e vez pedet e vignoned kanerien gant Maurice Poulmarc'h da lidañ donedigezh ar bloaz nevez. War an uhel emañ ar Fouilhezad o chom, e Kervao, parrez an Uhelgoad. Niverus ha feal e teuont bep bloaz, dav da bep hini degas ur ganaouenn, unan pas ken brudet ma zo moaien. D'ar re ha n'ouzont ket kanañ e vez roet an aotre da zibunañ ur gontadenn. E brezhoneg tout, anat deoc'h ! Graet e vez tro an daol, pezh a gas ac'hanomp betek pemp eur bennak, poent saourañ ur banne kafe hag un tamm kouign bennak, hervez an tradision. Ha kenavo 'benn bloaz !
■