il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /4645.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Tro 400 bugel ha 2900 devezh vakañsoù e brezhoneg e talv en holl ! Tro 320 bugel a oa bet en ur greizenn vakañsoù pe dudi en hañv 2005. Raktresoù nevez zo bet kinniget er bloaz-mañ : ur c’hamp krennarded er Gerveur, ur staj hip hop er Chapel-Nevez hag ar c’hamp « an avantur e-kreiz ar c’hoad » e Sant-Visant-an-Oud. Ha berzh o deus graet. Evit ober war-dro ar vugale ez eus bet 14 den o heuliañ ar stummadur DABU diazez e miz C’hwevrer e Treglonou ha 10 er staj DABU donaat er Chapel-Nevez e miz Eost.

Petra a vo e 2007 evit ar vugale hag ar re yaouank ? Raktresoù nevez zo war ar stern : kaiak ha surf, staj kan ha dañs, war varc’h-houarn er c’hCorbières, ur c’hamp kostez lenn Gwerledan, ur veaj e Bro-Euskadi, ur staj Do you speak breton ?, ur sizhunvezh taol skoaz evit ar vugale o deus diaesterioù er skol, ur c’hamp divyezhek evit ar vugale a grog gant ar brezhoneg… Marteze e vo embannet ul levrig evit brudañ an holl stajoù evit ar vugale. Skignet e vefe er skolioù en nevez amzer 2007. Met evit kas da benn an holl raktresoù-se e vo ret stummañ buhezourien ha renerien nevez.

Deiziataer 2007 ar stajoù DABU-DARE DABU diazez : Sul 11-Sul 18 a viz C'hwevrer > Treglonou (29) DABU donaat : L 20- Sa 25 a viz Eost > Ar Chapel-Nevez (22) Natur hag avantur : Dizoleiñ ur vro dre an hentoù-treuz, santout tridal he c’halon, krouiñ. Ur c’hamera, ur re heuzoù hag ur sac’h kousket... pare oc’h evit an avantur. DARE diazez : Sadorn 31 a viz Meurzh- Sul 8 a viz Ebrel > Treglonou (29) DARE donaat : L 20- Sa 25 a viz Eost > Ar Chapel-Nevez (22) Hag evit ar wech kentañ : ur staj DABU donaat war sevenadur ha yezh Breizh-Uhel* Me 10-Sul 15 a viz Ebrel > Concoret (56) * digor d’an holl dud, stajidi DABU pe get, gallaoueger pe get, c’hoant gante kas sevenadur Breizh-Uhel war-raok.

Katell Chantreau, evit UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit Buheziñ ar broioù war ar maez)

Darempred Katell Chantreau, e karg eus ar raktres diorren an dudi e brezhoneg hag e gallaoueg 08 73 35 56 44 katell.chantreau@mouvement-rural.org www.ubapar.org/bretongallo/actu.html


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.