Kest, ar romant aodio kentañ e brezhoneg !
Fin, din da c’houzout, ha pe na daoler ket kont eus an toulladig levrioù deuet maez gant ur CD d’o heul.
Rak amañ zo bet graet ar c’hontrol : war ar CD e vo kavet an istor kontet (2 eurvezh, 16 pennad), hag an destenn da heul war PDF evit ar re a blijo dezhe lenn anezhi.
Kest, petra eo ?
Ul levrig skrivet ganin evit Priz ar Yaouankiz 2010 (ha bet anezhañ !) eo, bet embannet neuze gant Keit Vimp Bev. Un doare « Bildungsroman » eo, da lâret eo un istor ma vo kavet e/he hent a-hed ar pajennoù gant un den yaouank.
Erwan a zo ur paotr 18 vloaz, dilaouen anezhañ, start e zarempred gant e dad hag gant ar merc’hed.
Pa gav e ti e vamm-gozh nevez marvet un deizlevr skrivet gant un ofiser alaman e 1944 hag ur pakad lizhiri kaset gant e eontr kozh eus Alamagn ar Reter kozh e vo cheñchet penn-da-benn ster e vuhez. Mont a raio betek Berlin da gavout roud eus e dad-kozh hag eus e eontr kozh, bev atav, deuet hennezh da vezañ kenlabourer ar STASI goude bezañ bet ouzh tu an Almanted e-pad ar brezel. Ouzhpenn-se e kavo Erwan ar garantez du-hont !
Un « audiobook », perak ?
N’eo ket kresket kalz a-hed ar bloavezhioù an niver a lennerien lennegezh vrezhonek, siwazh. Ha nebeut-tre 'vez kavet da glevet er radioioù. Anaout a ran koulskoude kalzig a dud a blijfe dezhe KLEVET lennegezh.
Berzh en doa graet al levrig Kest e bedig-bed an embann brezhonek, ha fromet e oa bet an dud gant an istor-se. Soñjet ‘m eus neuze ne vefe ket ur soñj fall kinnig anezhañ en e stumm komzet.
Kest : penaos ?
Enrollet eo bet ganin er studio Diatonic e Kleder, frammet ha chabistret ganin ha gant Aline Aubry, embannet nevez zo gant Al Liamm ha dasparzhet gant Kuzul ar Brezhoneg (voir le site) 12 euro an tamm.
Ma plijo d’an dud, ha ma vo heuliet gant ur bern aodiolevrioù all en hor yezh !
Kristian (ar) Braz
(En nec'h, un tañva eus an istor : pennad 3)
■