Galv nevez evit Redadeg 2020

Communiqué de presse publié le 8/07/18 14:29 dans par pour Ar redadeg
t:0

(voir le site) " align="left">Redadeg 2020 a vo eus ar Gwener 15 betek ar Sadorn 23 a viz Mae

Pelec'h ‘vo al loc'hañ ? an degouezh ?

Ha gant piv e vo aozet ar gouelioù dreistordinal-se ?

Prest e vijec'h d'ober war-dro al loc'hañ pe an degouezh e 2020 ? Na chomit ket da dortal : savit un darvoud leun a vuhez ha startijenn tro-dro d'hor yezh.

Un doare ken mat all eo da lakaat war-wel hag enoriñ arzourien ha kevredigezhioù ho pro.

Digor eo ar galv d'an holl gevredigezhioù. Bez' e rank aozerien an darvoud doujañ ouzh evezhiadennoù bet lakaet e kaier (voir le site) class='spip_in' type='application/pdf'>ar c'hargoù-mañ kevret.

A-benn sikour brudañ ha broudañ an darvoud hag aesaat labour ar re a raio war-dro an darvoudoù-se e vo krouet ur bodad skoazell gant youlidi ha gopridi ar Redadeg.

Gortoz a reomp ho respontoù d'an diwezhatañ a-benn an 10 a viz Here 2018 ! Strollad ar juri a vo diouzhtu d'an 13 a viz Here, an aozerien a vo pedet da ginnig o zarvoud.

Kasit ho teuliad dre bostel : darempred@ar-redadeg.bzh

pe dre lizher : Ar Redadeg - BP15 - 35310 Morzhell / Mordelles

Teuliad ar galv : (voir le site) class='spip_in' type='application/pdf'>klikit amañ

(voir le site) width='500' height='334' alt='JPEG - 488.6 ke' />

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg (voir le site)


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.