Prometiñ a ra Ao Macron mirout deskadurezh ar brezhoneg : pase poent ober bremañ ! Evit ar gwir

Communiqué de presse publié le 22/06/18 11:48 dans Langues de Bretagne par pour

Tremenet eo bet an arnodenn matematik e brezhoneg ar mintin-mañ gant 15 lisead eus Lise Diwan Karaez. Kengred omp ganto. Reizh eo o intrudu rak ez a a-enep an droukzifoc’hioù a vez gouzañvet gant ar geodedourien a ra gant ar brezhoneg er skol hag er vuhez pemdeziek.

Ur gwir eo ouzhpenn-se. Enskrivet eo e mellad L 121-3 Kod an deskadurezh : « Ar galleg eo yezh an deskadurezh, hini an arnodennoù hag ar c’honkourioù, ar memorioù hag an tezennoù, er skolioù publik ha prevez, nemet pa vez ret kelenn ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel ». Ha ret eo kelenn ar brezhoneg d’ar muiañ niver hiziv an deiz ! Tu a zo tremen an arnodenn istor-geografiezh e brezhoneg dija, gant ar re a fell dezho. Aotreet e vez ivez tremen an arnodenn matematik e euskareg evit ar vachelouriezh.

Ret eo neuze e vefe kemeret e kont ha reizhet ar bloaz-mañ kopiennoù ar vachelouriezh skrivet e brezhoneg, memes-mod hag ar re skrivet e galleg. Ret eo ivez d’ar Stad anavezout ar gwir da dremen arnodennoù ha kenstrivadegoù e brezhoneg evit ar re a fell dezho. Un doare eo da boellekat an diplomoù gant an deskadurezh bet resevet e pep danvez e brezhoneg. Un afer kevatalded etre ar yezhoù eo ha dazont ar brezhoneg a zo er jeu.

Lavaret eo bet gant prezidant ar Republik e Kemper dec’h : « Miret e vo deskadurezh ar yezhoù rannvro ». Met n’eus bet prometet tra fetis ebet, na raktreset postañ an arc’hant a zo ret. Gortoz a reomp diarbennoù neuze a-berz ar Stad, Kuzul Rannvro Breizh hag ar strollegezhioù lec’hel evit ma vo miret ha diorroet kalz dreist-holl an deskadurezh e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?