An Oriant : Gouel e kêr ar bageal / Cité de la voile - Eric Tabarly

Reportage photos publié le 20/06/18 21:00 dans Société par Yann Lukaz pour ABP
t:19

Tabarly, un den a vor, un haroz roet ec’h añv da Gêr ar Bageal / Cité de la Voile Eric Tabarly.

Hep mar ebet e chom Eric Tabarly - hag eñ aet da Anaon e 1998, kouezet deus « Pen-Duick » rak un taol bomm, e kreizig Mor Keltiek - unan eus ar re vrudetañ, eus ar re karet, e-touez an dud a vor, a-hed ar c’hañtved tremenet. Hag e chomo pell eñvor ha roudoù ar moraer breizhat e penn an dud, ken ma c’heller e anaoud evel Tad ar vigi-dre-lien vodern.

Ur valeadenn eo ar weladenn: deus e trec’h istorel e 1964 e-bourzh Penn-Duick II – ur vag nevez flamm he tresadenn hag skañv he kouc’h - , betek un trec’h all e 1976, ken dispar ha brudet, gant Penn-Duick VI – ur vag raktreset evit ar red-mor e skipailh, kaset gantañ e-unan a-dreuz Meurvor Atlantel, dre ar gwallamzer, ha sac’het ar stur otomatek, ha radio ebet, ouzhpenn ! – pa zifoup ar vag, ha ne veze keloù ebet deusouti abaoe pell…, a-daol-trumm deus kof ar vrumennoù ha skilfoù ar Meurvor!

Kenderc’hel a raio hent luc’hus an haroz war ijinañ ha sevel bigi bewech nevez, bewech buannoc’h hag efedusoc’h! Mesket ar spered hag ar skiant-prennet, sellet pizh ouzh ar pezh ar ra ar re all evit kompren hentoù dazont ar sevel bigi, en a-raok! Setu ar pezh en deus graet Tabarly,e-pad ar vrasañ lodenn eus e vuhez! Hag a-benn afin, troet e galon ouzh « Pen-Duick » 1898, an hini gentañ, en deus Tabarly lakaet anezhi, goude kalz a sakrifisoù hag amzer pareañ, war vor adarre. Hag eñ da vageal e Breizh, betek kaout ar marv en he bourzh, war he hent deus Gouesnac’h, e bro Gerne, war-zu bro-Skos !

Ur film diwar Tabarly.

Ur film, fardet e 2008, zo bet diskouezet e kêr ar Bageal, disul tremenet, 1 eur hanter e badelezh, kizellet diwar 400 eur dielloù dastumet e pep lec’h (Europa, Stadou-Unanet, Aostralia,…). Brav ha mat. Nemet en dije kavet mat an arvester gouzout petra e oa soñj Tabarly diwar-benn ar vuhez dre vraz, diwar stêr ar vuhez. War ar poent-se netra ! Din-me, ez eo dipitus un tammig dibenn ar film, evel m’en dije divizet ar filmaozer nompas mont war an dachennad-se, ken pouezus evit ar re lakaet gante o buhez en arvar, o c’hoari gant an natur braz. Dav eo da Yann Vartolod frifurchal e levr « Mémoires du Large » (d.l.e Eñvor an donvor ) skrivet gant Tabarly e-unan, evit diskoachañ un tamm frazenn-mañ-frazenn. Da skouer pajennad 50 ( « adkavout ar C’hrouer » ) , pajennad 66 ( « a-wechoù e kavan ar santimant da dennañ gounid eus Trugarez ha Madelezh-Doue » ) –. Embannet eo bet al levr-mañ e 1997, pa chome nemet ur bloavezh d’an den a vor da vevañ…- A-walc’h eo, ha pa n’eo ket echu ganin, evit poent, evit lenn al levr-se !…

An diskenn dre fun…

Kalz a dra zo kinniget d’an holl e-korf ar Gouel-mañ. En o zouez un diskenn dre fun (notenn), digant tour an Avelioù (38 metrad a uhelder. Cheñch a ra un tammig dre ma z’a war uhelaat pe izelaat ar ponton gant ar mor, e-treid an tour). Un tour metalek eo, gouestl anezhi da vezañ skoet gant ar barradoù-avel, hep bezañ distrujet, er memes-mod evit tourioù-iliz Breizh-Izel dre vraz. Renet eo an oberiantiz gant ar gevredigezh, a-orin eus bro Dreger, « l’arbre a lutik » [www.arbrealutik.com]. Lod en em c’houlenn petra a dalv « lutik » ? Hervez ar geriadur e dalv ar ger (gourel) « lutig » « lumignon, , lampe-témoin, veilleuse » (e galleg ), o tennañ da « lut » (gourel) hag a dalv « résine, lumignon » (e galleg ). Sañset e vefe ivez « lutig » bezañ añv ur c’horrigan bennak, en amzer gozh.

...ouzh ar savadur, er menezioù. Peseurt diforc’h ?

Mat. Brav eo ar gweled tro-dro din, ouzh ar porzhioù, al lenn-vor, hag all… Poent eo diskenn bremañ. Pep hini d’e dro! Pe d’he tro ! Depand a ra ar surentez deus ur fun-surentez (evel-just !), pa vez graet an diskenn dre ur benveg metalek bihan a vez graet anezhañ « diskennerez » (notenn), simpl a-walc’h, staliet ouzh ar fun pennañ, ha ma c’heller kontrolliñ tizh an diskenn dre voaien anezhañ. Peseurt diforc’h a larit-hu etre un diskenn-dre-fun amañ, ouzh ur savadur war vord ar mor, hag hini graet en natur, e menezioù ? Da gentañ-penn. Amañ, war ar savadur, ez eo sur ar poent-stagañ. War ar menez ez eo ret diwall ouzh ar poent-stagañ. A wechoù, dañjerus e c’hell bezañ…Bezañ akedus ha kiriek a zo ret. Amañ, war ar savadur, n’eo ket diaes diskregiñ ar fun. Er menezioù, a-wechoù ez eo amjestr diskregiñ ar fun. Amañ, war ar savadur, n’eus kudenn ebet a-zivout leurenn en diaz. Er menezioù, a-wechoù ne weler ket e pelec’h e vo fin an diskenn, ma n’eus ket a latar ouzhpenn ! Ha n’on ke evit lâred diwar ar skuizhder, ar yenijenn, an naon, ar sec’hed…an arvarioù a-bep-seurt, an dianav, ha me oar….

Berrig-berr, 20 den bep eur, da larêt eo war-dro 120 den zo bet o tiskenn dre fun ar sadorn tremenet. Gant ma voe lakaet o añv war ar roll, hag int en-tu-all da 12 vloaz ha diskleriet gante e oa mat o yec’hed! Mard e voe tud war an oad, tud yaouank a-walc’h a voe ar re niverusañ, da ma soñj!

Porzh Keroman en Oriant

Ouzhpenn Kêr ar Vageal zo en Oriant! Bon kozh ar splujerezioù zo ! Hemañ bet savet hag implijet gant an Alamaned (1940-1945), implijet gant ar « Royale » (d.l.e. Morlu bro C’hall) da heul betek 1997. Diposubl e vije bet e zistruj ! Hirio ez eo deuet da vezañ lec’h touristel ha mirdi, añvet « La Base » . Ennañ ar splujerez gozhik gall « La Flore » ma c’heller gweladenniñ anezhi. , Emañ-hi c’hoar pe sister-ship da « La Minerve » ha « L’Eurydice » , kollet e-pad ar vloavezhioù tri-ugent e Mor Kreiz-douar…hep na vefe sklaer an abegoù, morse. Ma ne fazian ket…Dre zegouezh ar c'heloù - gwelet er pennad e NY Times 2018 06 17 (obituaries) - ez eo aet da anaon Kabiten an U-boote U123, bet dirak New-York e 1942 « “I cannot describe the feeling with words, but it was unbelievably beautiful and great” / “N’eo ket posubl din livañ ma santimanchoù. Koulskoude ken brav ha divent e oa ma ne c’heller ket krediñ e oa gwir!” a skrive eñ, hervez ar gazetenn amerikan, e-barzh e rentan-kont brezel. En tu all da 100 bloaz e oa erruet an den !

Emgav etre pennoù-braz , diwar istor ha dazont porzhioù an Oriant.

. Christophe Cerino, UBS, enklasker hag istorour

. Komandant Kerhoas, Morlu

. Vincent Tonnerre, diorren Porzh Kenwerzh

. M. Benoish, bet Prezidant SEM Keroman

. Bernard Bocquet, Prezidant Lorient Grand Large

An tamm kaozeadenn-mañ dirak an holl a ziskouez mat, rak skiant-prennet an amzer dremenet (penn-kentañ an XIXvet kantved da skõuer), emañ hag e vo dazont An Oriant etre daouarn an intrudu privez (daoust e chom Naval Group pouezus evit ar c’hêr-vraz). Ret eo d’an holl gwelet an dazont en a-raok, ar pezh a zo bet graet e dibenn bon ar splujerezhioù (notenn), p’en deus ar Morlu (1997) (notenn) labouret a-unan gant ar bolitikourien ha pennoù-braz all evit ijinañ ha sevel un dazont evit bro An Oriant.

Hentoù an dazont e bro An Oriant a z’a dre embregerezhioù bihan (tredanek, elektronek,…), uhel o live, kreizenn rederien mor ( «Pôle Course au large» ).brudet war blanedenn moraerien a-bep-vro dindan an añv a « Sailing Valley» - etre Gwened (56) ha bro Fouenn (29) -, peskadurezh, degemer ar mordreizherioù (notenn), sevel bigi (Naval Group),…

« Emañ an dazont etre daouarn ar re zo hir o eñvor ». / «L’avenir appartient à ceux qui ont une longue mémoire» (Louis Dreyfus ; menneget gant Vincent Tonnerre).

Notenn (brezhoneg/ galleg / saozneg):

. diskenn dre fun / (descente en) rappel / abseil, rappel

. diskennerez (benel) / descendeur [accessoire technique métallique] / descender

. bon ar splujerezhioù / base sous-marine (BSM) / submarines base

. Morlu / Marine militaire, Marine nationale, "Royale" / Navy

. mordreizher / paquebot / liner

.

  • Liammoù pedagogel, evit ar re yaouank (skolidi, skolajidi, liseidi,…)
  • . L’arbre a Lutik (kevredigezh) . (voir le site)

    . Cité de la Voile (bugale) (voir le site)

    . splujerez La Flore (mirdi) (voir le site)

    . Levrioù (bugale) (voir le site)

    .

  • Evit mont pelloc’h :
  • .

    Bageal :

    . asso-eric-tabarly.org (voir le site)

    . citevoile-tabarly.com (voir le site)

    . Tabarly pajennad wikipedia (bzg) (voir le site)

    . Pennduig pajennad wikipedia (bzg) (voir le site)

    .

    Peskadurezh

    . keroman.fr (voir le site)

    . bretagne-peches.org (voir le site)

    .

    Skianchoù, gwareziñ an natur

    . oceans.taraexpeditions.org (voir le site)

    .

  • Porzhioù An Oriant, dre vraz:
  • .

    . brezhoneg

    . An_Oriant (bzg) (voir le site)

    . lorient-agglo.bzh (bzg) (voir le site)

    .

    . galleg

    . lorientportcenter.com (voir le site)

    . lorient.port.fr (voir le site)

    . ports-paysdelorient.fr (voir le site)

    .

    MAJ 22/06/2018 Disac'het eo bet kudennoù embann fotoioù. Diskleriadur bep skeudenn a zo ret chom eeun-tre (hep lizherenn ispisial). Digarezioù! Chaque legende de photo ne comporte aucun caractere special ou de ponctuation.

    .


    Vos commentaires :
    Jeudi 2 mai 2024

    Écrire un commentaire :

    Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

    Combien font 7 multiplié par 4 ?
    Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.