Galv da vanifestiñ evit Diwan

Communiqué de presse publié le 18/05/18 22:43 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/45/45006/45006_1.jpg
Diwan

Ar bloaz-mañ e vez lidet 40 vloaz ar skolioù Diwan. A-drugarez da Ziwan eo ez eus spi an deiz a-hiziv evit dazont ar brezhoneg. Kreskiñ a ra bep bloaz an niver a skolidi er skolioù e brezhoneg, met gwan-tre e chom o niver. 4 318 bugel a vez skoliataet gant Diwan, da lavaret eo 0,5% eus ar skolidi e Breizh nemetken. Ne vo ket trawalc’h evit stummañ ur remziad brezhonegerien nevez a zo ret evit ma vo bev ar yezh er vuhez pemdeziek, a-benn un nebeud bloavezhioù. Lieskementiñ an niver a skolidi desket e brezhoneg a zo ret ober neuze er bloavezhioù o tont evit ma vo stummet 5 000 brezhoneger nevez bep bloaz.

Daoust da se emañ en arvar ar skolioù kevredigezhel e brezhoneg. Cheñch a ra an endro ekonomikel ha politikel, ha ne vo ket tu d’ar skolioù Diwan padout ha mont war-raok ‘giz ma ‘z eo dleet, gant ar memes patrom ekonomikel.

Ar mare eo da gavout diskoulmoù nevez. Pediñ a reomp neuze rannvro Breizh ha strollegezhioù lec’hel ar vro da genlabourat gant rouedad ar skolioù Diwan evit ijinañ ha lakaat e-pleustr diskoulmoù nevezus war tachenn ar gwir hag ur steuñv ekonomikel nevez evit diorren ar skolioù kevredigezhel e brezhoneg.

Gervel a reomp an holl da vanifestiñ a-gevret gant Diwan d’ar 26 a viz Mae, da 10e30 dirak ar Rektordi, 96 straed Antrain e Roazhon.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?