Justis evit Diwan hag ar brezhoneg : an holl e Roazhon d'ar 26/05

Agenda publié le 18/05/18 15:00 dans Langues de Bretagne par sonia Zaoumi pour sonia Zaoumi

Perak aozañ ur vanifestadeg ? Ar rouedad Diwan a c'houlenn diskoulmoù padus evit kenderc'hel gant he c'hefridi a servij publik : treuzkas ar brezhoneg d'an holl familhoù o deus c'hoant.

Diwan a ra e lod dija :

 Krouiñ postoù labour ha buhez er vro

 Aozañ ur servij publik hep ar peadra

 Lakaat e pleustr : Frankiz, kevatalded, kengred, digousted, laikelezh,

 Krouet abaoe 40 vloaz un hentenn solut hag efedus a zeskadurezh dre ar brezhoneg

Pase poent d’ar stad ober e hini :

 Kevratiñ ar skolioù nevez azalek o c’hrouidigezh

 Kavout diskoulmoù da vat evit an implijidi nann gelennerien

 Ma vo paeet ar skodenn skoliatañ gant an holl gumunioù

 Digeriñ ar postoù skolaerien a zo ezhomm er c’hoñkour hag er skolioù.

40 vloaz zo ez eus eus Diwan. Poent bras eo echuiñ gant ar brikolaj ha dont a-benn da gaout ur

gwir bolitikerezh diorren ar brezhoneg er skolioù, evit goulenn justis evit ar familhoù, ar vugale, an

implij.idi.adezed..

Ret e vo deomp bezañ niverus e Roazhon !

www.facebook.com/skoliouDiwan/


Vos commentaires :
Albert
Vendredi 22 novembre 2024
Il semblerait que le départ se fasse du Mail et non plus du Rectorat...

Erig
Vendredi 22 novembre 2024
Perak bezañ choazet an deiz-se evit manifestadeg Diwan ? Evit bezañ a-du gant an aotrou Melchon ken tost e galon ouzh ar yezhoù bihan ?

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?