Lidañ a ra Enercoop Breizh he femp bloaz ha treiñ div bajenn eus he lec'hienn internet e brezho

Annonce publié le 17/05/18 13:56 dans Langues de Bretagne par Marie Jaillard-Seffals pour Marie Jaillard-Seffals

Enercoop ha Breizh

Ur pourvezer tredan 100% nevezadus eo Enercoop, evel ma z'eus meur a hini anezhe hiziv an deiz. Padal ez eus meur a zibarder dezhañ : prenañ an tredan dre gevratoù sinet war-eeun gant ar broduerien pergen, ar statud kevelourel ha bezañ diazezet er vro dreist-holl. Strewiñ a ra Enercoop he fatrom war Rannvro Breizh a-benn krouiñ ul liamm eeun etre ar broduerien hag ar vevezerien hag aesaat ma vo adperc'hennet an energiezh gant ar geodedourien.

Da geñver Gouel Breizh 2016 he doa lakaet Enercoop Breizh treiñ e brezhoneg he skritelloù ha he follennoù-nij. « Ken brav eo bet degemeret ar skorioù kehentiñ nevez-se ken m'eo bet ret deomp kreñvaat c'hoazh hor c'harantez evit sevenadur Breizh » a zispleg Nicolas Debray, Rener Enercoop Breizh.

EOG Treiñ

E 2017 e teu war wel ar soñj treiñ e brezhoneg meur a bajenn eus al lec'hienn internet. E fin ar bloaz e kinnig Patrice Marquand, eus EOG Treiñ, e servijoù deomp. Ken aes ha tra eo bet degemeret e ginnig rak EOG Treiñ zo ezel eus ar gevelouri obererezhioù hag implij Chrysalide hag arval da Enercoop war un dro. D'ar muiañ e vez dibabet ar bourchaserien dre an talvoudegezhioù rannet gante : frammoù lec'hel, kevelourel, denel...

A-hend-all e fell da EOG Treiñ kas ar brezhoneg war-raok en embregerezhioù ha skoazellañ anezhe pa reont gant ar brezhoneg. Evit Patrice Marquand, « eo stag dazont ar brezhoneg ouzh e gelenn, e dreuzkas, e bleustr sokial met ivez ouzh ar fed ma vo gwelet hag anavezet e bed an ekonomiezh. Pa vez Enercoop hag embregerezhioù all engouestlet evit ar brezhoneg, sed aze ur galv dispar d'an holl Vretoned da adperc'hennañ o yezh. »

Bilañs

Abaoe pemp bloaz e vez kontet e-touez 5 300 arval ar gevelouri : Rannvro Breizh, Departamant Il-ha-Gwilen, Brest Meurgêr, kêr An Oriant pergen…

1700 kevelour o deus postet arc'hant e raktres Enercoop Breizh. D'an 9 a viz Even a zeu e vo kinniget dezhe ar bilañs 2017 er vodadeg-veur e Tremargad (22).

E miz Gwengolo 2018 e pedo ar gevelouri he c'hevelourien ha hec'h arvalien da lidañ he femp bloaz en un doare laouenek en ur stal arval da Enercoop, en ul lec'h dalc'het kuzh evit poent.

Gant ar pal tizhout 10 000 arval e 2020 e kendalc'h Enercoop da vont war-raok, heñchet bepred gant ar youl talvoudekaat he dibarderioù breizhat.


Vos commentaires :
tristan
Dimanche 22 décembre 2024
Enercoop «Breizh» a labour en gwir war dachenn Rannvro Breizh. Kinniget am boa dezho ledanaat ar c'hooperativ war Liger atlantel. Kinniget m'eus e vefe votet en emvod meur ha toud. laret eo bet din «ya ya , mennoz mat eo, met gwell rit, re verr an dermenn evit chench roll an tabutoù en emvod meur». Erfin, n'eo bet graet nitra. Ha rannvro broioù al liger ha meurger naoned zo o vountañ evit ma vo ur c'hooperativ distag e liger atlantel. ur wech c'hoazh e vo disrannet breizh. Petra ra klianted Enercoop ? Pep kevelour n'eus ur mouezh, setu mar plij tudoù, c'hwi ivez lakjaeit ar gaoz war se evit ma vo cheñchet statudoù enercoop breizh, ha ledanaet he zachenn war ar 44 !

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?