Penaos stourm asambles evit ar brezhoneg?

Agenda publié le 13/05/18 23:05 dans Langues de Bretagne par pour

Un devez preder hag eskemm, a vo aozet gant Kevre Breizh d'ar Sadorn 2 a viz Mezheven, adalek 9 eur 30, e kreizenn Amzer Nevez Plañvour.

5 daol-grenn a vo. Unan en o zouez a vo gouestlet d'ar stourm evit ar brezhoneg. Ar pal a vo eskemm holl asambles evit gouzout peseurt mod kenurzhiañ hon obererezhioù, labourat a-gevret, eskemm keleier ha titouroù, evit bezañ efedusoc'h!

Amañ-stag e kavit ar programm klok.

Digor eo d'an holl, deuit niverus!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?