Ar re a oar ar yezh pe a zoug an añv-bihan a vBeltram (a dalv Bertrand e galleg), int o deus komprenet hepdale, kerkent hag e voe roet kelou diwar muntr al letanant-koronal, ma oa eñ liammet ouzh Breizh. Ha gwir eo: e parrez Tredion (Morbihan) e oa raktreset an “eureujiñ” (graet eo bet an “dimeziñ” dija) e miz even a zeu.
E-kreizig lanneier Lanvaux, e hanternoz Gwened, emañ Tredion, ur c’hastell braz ha brav, dour dirazañ, a verk antreal ar vourc’h. Aes eo soñjal en deus huñvreet ar c’hrennard yaouank, o vakañsiñ amañ, dirak ur c’hastell brav, braz a-walc’h ha lorc’hus bet savet gant duked Breizh. Lâret e vez ez eo bet tremenet un nozvezh amañ gant roue bro-C’hall “François ar c’hentañ”, diwezhatoc’h. Ne vern. Arnaud Beltrame en deus dizoloet Breizh amañ, hag eñ he c’harout da heul.
Glav a ra. Dour-puilh war an hent-a-dizh-vraz hirio. An oabl o ouelañ e Breizh hirio. Anteramant an hini bet graet Koronal dec’h e Pariz, goude bezañ bet drouglazet, e doare gouez-gouez (ken ma teu an heug e genoù pa soñjer en dra-se), meur a zevezh a-raok.
Dindan gwareziñ Sant Varzhiñ eo bet skol kentañ derez ar vourc’h. S. Varzhin, un den a-orin hungarat, a oe ofiser el lu ar Romaned, hag a zo anavezet evit bezañ roet digantan e bezh-dilhad d’un den paour, kejet gantañ a-hed an hent. Ar garantez dija ! Nompas e wiskamant a-bezh mes un hanterenn dioutañ, troc’het gantañ dre voaien e gleze…Rak un hanterenn e oa al lu perc’henn warni, pa oa ar Sant perc’henn war eben nemetken. Trugarezus ha feal, war un dro: war roudou S. Varzhin, ofiser, eo aet Arnaud Beltrame. A dra-sur! War ar poent-se, gwelet pajennad lec'hienn Eskopti an Armeoù ( (voir le site)
Leun-chouk eo an iliz. E penn ar chantele, ur werenn-livet a ziskouez Jezuz. Frommus he livioù : glas evit an Esperañs, gwenn-kann evit ar Feiz, ha ruz evit ar Gwad. Adalek hirio, e gonto ivez d’an holl ar werenn-livet-se, dre e livioù, istor lugernus ar c’horonal, deuet da vezañ tostig-tost diouzh ar C’hrist. Da viken!
Kroget eo al lid gant un ton a vombard (Karante doc’h Doue). E Breizh emaomp ! Hag a-orin Vreton e oa ar c’horonal !
Deus ar brezegenn, kinniget gant an Tad Philippe Le Bigot, Vikel vraz en Eskopti Gwened, e virin em divskouarn ur gerig ha ne c’heller e c’havout e-barzh an destenn embannet dre vlogenn Ar Gedour ( (voir le site) :
«Merzherinti ar gwad a zo bepred merzherinti wenn en he raok». Ha lâret e vefe, en defe ar c’horonal kavet diaesamañchoù war e hent, en abeg d’ar Feiz gristen, houmañ deuet dezhañ, hervez kont, e-kerz eur pelerinaj e Lourdez, pa oe tapet gantañ an oad a tri-ha-tregont vloaz.
Fotoioù zo ma weler warne ar c’horonal er menezioù (kredapl braz en Alpoù, war gein Menez Gwenn?). Rak-se, en em c’houlennan : daoust hag e vije bet posubl dezhañ mont da Jañdarm an Alpoù, neuze? Arvarus eo ivez, ar pal o vezañ diwall buhez reoù all. War hentoù all eo aet eñ : e bro Irak, er c'houlzad a feulster, da skouer. Eno ez eo deuet a-benn eus e garg: saveteiñ ur plac’h. Eñ, un den leun a hardizhegezh, lemm e spered, nerzhus e gorf, ha den a-vicher da gentañ penn. Un den a ober dreist-holl, stummet evit ar stourmadenn.
Liesseurt eo bet e hent-micherel. Paz ouzh paz. Skol a skol, skiant-prennet goude skiant-prennet (GIGN, gwareziñ palez an Elysée, bezañ e-penn un archerdi,…) ez eo eñ deuet da vezañ letanant-koronal betek an devezh-teñval-se, tost da gCarcassonne.
Pa sellan ouzh ar luc’hskeudenn, lakaet tost d’an aoter war-lerc’h an overenn (ur foto all a oa bet e-pad an overenn, unan ofisiel a-zoare), e santan eo rannet ma galon. Ken vousc’hoarzhus, ken greñv, ken birvidik eo ar c’horonal ma e vije karet e anavezout, bezañ migon d'ur paotr seurt-se. Siwazh…
A-daol-trumm, skignet eo e vrud e Frañs, en Europa, er bed a-bezh. Un haroz a lâr deomp ar mediaoù? Gwelloc’h c’hoazh. Sur on e vo diskoachet tammoù nevez eus e bersonelezh don, a-hed ar mizioù pe ar vloavezhioù o tont. Ha ma vefe eñ ur sant nevez? Piv oar? «Jestr un archer eo koulz ha jestr un den kristen. Ne c'heller ket dispartiañ an eil diouzh egile» a lâr e wreg (atersadenn e galleg: (voir le site)
«Un den zo bet savet en e sav» (Prezidant Emmanuel Macron (voir le site) ) en hon zouez. Un den a-enep ar feulster. Un den a oa e selloù troet ouzh an Doue a Garantez hag a Wirionez, ha n’eo ket ouzh un idol bennak. Poent eo deomp sevel ouzh ar feulsterien, sklaeraat o daoulagad dezhe. Ne c’hello ket kenderc'hel mod-se ar “Shatan”, an hini a zall ar selloù, an hini n’eus nemet gaou gantañ.
«O selled edon ouzh Satan o kouezhañ eus an Neñv evel eur flamm-tan» an Aviel (Lk, 10,18)
«Ar c'homziou-ze, ker mad ha ker karantezuz, a ro nerz d'in»
(Lamennais, Imitation Jezuz-Krist, Pevare Levr, Kenta kentel, lakaet e brezounek gant ann daou Aotrou A. Troude, ar c'horonal ha G. Milin, 1862)
Addendum / diwar al liderezh (29 a viz meurzh 2018).
En Iliz gatolik, an destennoù lennet ingal bep sul zo ar memes re e pep-lec’h war ar voull-douar-mañ. Hervez ur c'helc'hiad a dri vloavezhiad añvet: A, B, C. Mod-se eo lennet tammoù niverusoc'h ha liesseurt er Bibl (an Testamant-kozh añvet ivez Bibl hebraek pe juzev, koulz hag an Testamant-nevez, ennañ ar skriturioù gristen nemetken), a-hed ar bloavezhioù.
Pa vez tro, war digarez gwallzarvoudoù dic'hortozet-krenn da skouer, e c’heller ober e doare disheñvel. Setu perak ez eo dedennus ar choaj kinniget evit anteramant ar c’horonal. N’eo ket testennoù an deiz (Ex 12, Ps 115, 1 Co 11, Jn 13) mes reoù all (Sg 2,23-3,9 , Ps 26, Jn 20, 1-18) hag a zo bet choajet evit al lid-se. Evel ur gemennadenn da geñver ar pep pouezusañ e Feiz gristen? Pe ar pep pouezusañ a zispleg ar gwellañ ar pezh en deus graet ar c'horonal?
Diwar lec’hienn Eskopti Kemper (div droidigezh: hini Danielou - dindan da heul - , hini kenvreuriez ar brezoneg):
.
.
Aviel hervez Sant Yann (20, 1-18)
.
Mari-Madalen
.
1 Da zevez kenta ar zizun, e teu Mari-Madalen d’ar bez, diouz ar mintin, pa ’z eo teñval c’hoaz. Selled a ra : ar mên-bez a zo bet lamet kuit. 2 Setu ma red-hi ha ma teu da gavoud Simon-Pèr hag an diskib all karet gand Jezuz. Hag hi da lavared dezo : « Lamet eo bet kuit korv an Aotrou ganto, ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. »
.
Pèr hag an diskib all
.
3 Pèr eta hag an diskib all a ya er-mêz, 4 ha redeg a reont asamblez. Med an diskib all a red er penn a-raog, buannoh eged Pèr, hag e teu ar henta d’ar bez. 5 Soubla a ra ha selled : al lienachou a zo aze, reñket. N’ez a ket e-barz koulskoude. 6 Setu ma tegouez Pèr ive, d’e heul, hag ez a er bez. Selled a ra ouz al lienachou reñket aze. 7 Hag al lienenn bet laket war e benn n’ema ket reñket gand al lienachou, med rollet eo bet en eul leh a-gostez. [gwelet notennoù deknikel e traoñ ar bajennad] 8 Neuze e teu e-barz an diskib all ive, degouezet da genta e-kichenn ar bez. Gweled ha kredi a ra. 9 Rag n’o-doa ket komprenet c’hoaz ar Skritur hag a lavare e tlee-eñ sevel a-douez ar re varo. 10 Mond a ra an daou ziskib kuit goude-ze, o tond en-dro d’ar gêr.
.
« Mariam »
.
11 Hogen, edo Mari e-kichenn ar bez, er-mêz, o ouela. Ha p’ema-hi o ouela, e soubl war-zu ar bez 12 hag e wel daou êl gwisket e gwenn, azezet, unan e tu ar penn hag unan e tu an treid, el leh ma oa bet lakeet korv Jezuz ennañ. 13 Ar re-mañ a lavar dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? » Respont a ra-hi dezo : « Lamet o-deus kuit korv ma Aotrou ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. » 14 En eur lavared an dra-ze, e tro kein hag e wel Jezuz hag a zo eno. Med ne oar ket ez eo Jezuz.
15 Ha Jezuz da lavared dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou a glaskez ? » Kredi a ra-hi eo-eñ al liorzour, ha lavared dezañ : « Aotrou, m’az-peus e lamet kuit, lavardin peleh az-peus e lakeet, hag ez in-me d’e gerhad. » 16 Jezuz a lavar dezi : « Mariam ! » O tistroi, e lavar-hi dezañ en hebreeg : « Rabbouni ! », ar pez a dalvez : « Mestr ! » 17 Ha Jezuz da lavared dezi : « Na douch ket ouzin, rag n’on ket pignet c’hoaz beteg an Tad. Kerz da di ma breudeur ha lavar dezo : “Pignad a ran beteg ma Zad hag ho Tad, beteg ma Doue hag ho Toue”. » 18 Dond a ra Mari-Madalen da gemenn d’an diskibien : « Gwelet em-eus an Aotrou, ha setu ar pez e-neus-eñ lavaret din. »
.
Gwellet ivez (lec’hienn Eskopti Kemper, embannadur Minihi Levenez, doare-skrivañ falc’huneg/Brest, pellgargañ digoust)
.
Gwellet ivez (lec’hienn Al Liamm, Maodez Glanndour, doare-skrivañ peurunvañ/Roazhon, pellgargañ digoust)
. notennoù deknikel a-zivout Yann, 20, 7-8
. «al lienachou». Setu chomlec'h ur video - ( (voir le site) , e galleg, 40 munutenn, diskoachet dre lec'hienn MariedeNazareth ( (voir le site) - a zo ur berr-ha-berr skiantel diwar-benn liñsel Torino (bro Itali) menneget gantañ an enklaskoù ziwezhat diwarni.
. «n’ema ket reñket gand al lienachou, med rollet eo bet en eul leh a-gostez.» N'eo ket tout an dud o treiñ mod-se. Da skwer, gwellet an droidigezh (embannadur DDB, 1992, (voir le site) ) digant Seurez Jeanne d'Arc, anezhi ur Sz Dominikan varrek-kenañ, hag a ginnig:
«Il remarque les linges là, à plat.»
«Et le tissu qui était sur sa tête»
«n'est pas à plat avec les linges,»
«mais enroulé, lui, en place». (Jn 20,6-7)
Hag e lâr-hi, da heul (he notenn deknikel dezhi):
«Le long drap qui enveloppait le corps, dessus et dessous, est resté là à plat, mais le tissu enroulé autour de la tête, lui, est resté enroulé à sa place à l'intérieur du drap, et non à plat. On peut penser que peu de textes donnent aussi directement le regard du témoin oculaire».
. 2018/04/07 pennad MAJ / last updated
■