Ar Prof : Un heuliadenn nevez skignet fenoz war Brezhoweb

Annonce publié le 23/03/18 10:27 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/44/44586/44586_1.jpg
An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb.
https://abp.bzh/thumbs/44/44586/44586_2.jpg
An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb.

Fenoz da 8e45 'vo skignet un heuliadenn nevez war Brezhoweb, anvet Ar Prof (An Bronntanas en iwerzhoneg). An heuliadenn a zo o tont eus Bro Iwerzhon, filmet eo bet en iwerzhoneg hag e saozneg, advouezhiet eo bet e brezhoneg met n'eo ket bet advouezhiet e galleg c'hoazh. Bout 'vo istitloù e galleg evit ar re o deus c'hoant (posubl 'vo choaz hep pe gant istitloù). Dizaliet eo an heuliadenn d'ar re en tu-mañ da zek vloaz.

Diveradenn an heuliadenn :

En ul lec’h bennak war aodoù Conamara, un nozvezh tourmant, rust ar mor, ez a ar skipailh skoazellañ er mor da saveteiñ ur vag o vont da get.

War bourzh ar vag e kav izili ar skipailh korf ur plac’h bet muntret, staget he daouarn, hag e tizoloont ur c’hargad drammoù ur milion a euroioù e dalvoudegezh.

Ur prof ampoezonet ? Petra eo prest un den d’ober da gaout arc’hant ?

Diveradenn ar rann gentañ : Distro ar mab foran

Pa zistro JJ Magill da vro Iwerzhon emañ embregerezh ar familh o vont da get. Galvet eo JJ evit ur c’hefridi skoazellañ er mor, asambles gant e vreur Macdara ha Jakub, un den dianavezet gantañ. War bourzh ar vag, An Bronntanas (ar prof) hec’h anv, e kavont korf ur plac’h bet muntret. Re ziwezhat eo eviti met, kuzhet war vourzh, e tizolo Jakub ha Macdara un dra a c’hello cheñch o buhez da viken.

Roll ar rannoù

  • rann 1 (23/03 8e45) : Le retour du fils prodige / Distro ar mab foran
  • rann 2 (30/03 8e45) : D’ami à Ennemi / Mignon a-gozh, enebour nevez
  • rann 3 (06/04 8e45) : Nuggets de poisson / Bizied pesked
  • rann 4 (13/04 8e45) : Affaire de famille / Aferioù familh
  • rann 5 (20/04 8e45) : Compte à rebours final / Kontañ war gil betek ar fin

Evit gwelout an heuliadenn, kit war lec'hienn Brezhoweb adalek 8e45 noz : (voir le site)

Posubl 'vo gwelout ar videoioù er VOD digoust a-hed ur miz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?