Mont da welout Foeon ar Glenan e Brezhoneg

Communiqué de presse publié le 7/03/18 15:30 dans par pour Institut Culturel
t:0

(voir le site) " alt="" width="1221" height="916" srcset=" (voir le site) 1221w, (voir le site) 300w, (voir le site) 768w, (voir le site) 1024w, (voir le site) 200w" sizes="(max-width: 1221px) 100vw, 1221px" />D’ar 7 a viz Ebrel e vo aozet gant Skol-Uhel ar Vro ar veaj eus Konkerne betek an inizi Glenan da vont da welout Foeon ar Glenan. Ambrouget e vo ar weladenn gant daou arbennigour : Roland MOGN ha Patrick DREAN. An displegadurioù ganto a vo e brezhoneg hepken, e KLT hag e Gwenedeg.

N’eus nemet ul lec’h er bed ma vez tu da welout ar foeon-se e bleuñv : Enez Sant Nikolaz. An teir enezenn all ma kreskont ivez eo difennet rik mont warno. Mirva Naturel Enez Sant Nikolaz zo 1,53 hektar dezhañ e lodenn reter an enezenn. An douaroù zo bet prenet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.

Da zeiz ar veaj, soñjit mat erruout tri c’hardeur pe muioc’h a-raok eur al loc’hañ evit kaout amzer da vont da gemer ho pilhejoù ha da gaout ur plas mat er vag.

Mont da Enez Sant Nikolaz a bad un eurvezh ma vez brav an amzer. Dont en-dro : un eurvezh c’hoazh. Pourmen war an enezenn : div eurvezh. Moien ‘vo d’ar re diaes dezho bale ha d’ar vugale vihan ober an droiad hep poan : ur wenodenn e koad zo bet lakaet war an tuniennoù ha n’eo ket gwall-hir tro an enezenn, ken bihan ma’z eo.

Soñjit ervat emwiskañ diouzh an amzer : botoù bale, dilhad ouzh an avel hag ouzh ar glav, lunedoù ha togoù ouzh an heol, diouzh ezhomm. Degasit ganeoc’h gevellunedoù ha peadra da dennañ skeudennoù ivez.

(voir le site) " alt="" width="1384" height="1038" srcset=" (voir le site) 1384w, (voir le site) 300w, (voir le site) 768w, (voir le site) 1024w, (voir le site) 200w" sizes="(max-width: 1384px) 100vw, 1384px" />

KENDASTUMAD :

Ar vag a loc’ho da 1 eur G.M. rik d’ar 07 a viz Ebrel. Emgav e porzh Konkerne da greisteiz hanter pep a vilhed gantañ pe ganti.

Dalc’hit ho pilhejoù adalek bremañ en ur bellgomz d’an niverenn 02.98.50.72.12 (niverenn burev Konkerne eo) hag en ur resisaat « groupe de l’Institut Culturel de Bretagne » a-benn kaout ar priz izel. Roet e vo deoc’h un niverenn-amberzhañ dre SMS. Ret e vo resisaat an niverenn-se e burev Konkerne a-benn kaout ho pilhed(où) pa’z eoc’h da baeañ. Na baeait ket dre ar rouedad ma ne vez priz izel ebet.

Anv ar veaj : « Évasion sur l’île Saint Nicolas »

Prizoù evit Skol-Uhel ar Vro :

  • Tud a oad gour –                      28.80 €              e-lec’h 36.00 €
  • Yaouankizoù 13-17 vloaz –  25.60 €              e-lec’h 33.00 €
  • Bugale 4-12 vloaz –                 14.40 €              e-lec’h 18.00 €
  • Babiged 0-3 bloaz –                   5.60 €                e-lec’h 7.00 €

 

Cet article (voir le site) ">Mont da welout Foeon ar Glenan e Brezhoneg est apparu en premier sur (voir le site) ">Skol-Uhel ar Vro.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.