SINIT ! BUAN !

Communiqué de presse publié le 1/03/18 22:50 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/44/44449/44449_1.jpg
MINORITY SAFEPACK INITIATIVE

Mallus ! MINORITY SAFEPACK INITIATIVE

Ur sinadeg a-live Europa evit ar yezhoù bihanniver eo ar MINORITY SAFEPACK INITIATIVE . 

Petra eo ar sinadeg-se ? Ur benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa. 

Ma vefe sinet gant 1 milion a geodedourien Europa a orin eus 7 stad europat e c'hellfe bezañ goulennet gant Komision Europa sevel ul lezenn war sujed ar yezhoù, ar minorelezhioù yezhel hag al liesseurted sevenadurel !

Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safe Pack evit gwareziñ ar minorelezhioù broadel gant ul listenn reoliadurioù reoliek evit broudañ gwirioù ar minorelezhioù, gwirioù o yezhoù ha gwareziñ o sevenadurioù. Ar pal eo, e berr gomzoù, difenn ar minorelezhioù en Unvaniezh Europa (UE) ha reiñ ur statud europat d'ar yezhoù bihanniver. 

600 000 den o deus sinet a-live Europa (etre ar sinadurioù en-linenn ha dre skrid). 2 500 den hepken o deus sinet ar sinadeg europat-mañ e Frañs a-bezh ! Gant ar vezh ! 2 500 den hepken... e Frañs a-bezh!

Ar 4 a viz Ebrel 2018 eo termen ar sinadeg evit tizhout an niver a sinadurioù ! 

Poent eo hejiñ hor revr e Breizh ! SKIGNIT ledan ar gemennadenn, KOMZIT eus an dra-se tro-dro deoc'h ha SINIT ! 

Ezhomm ho 'po eus ho kartenn identelezh pe ho pasporzh ha bezañ 18 bloaz evit sinañ rak ur sinadeg lezennel eo ! 

Hervez al lezenn, pennad 10 eus ar reoliadur 95/46 CE Parlamant Europa e vo gwarezet ho roadennoù ha ne servijont nemet d'ar pennadurezhioù evit gwiriañ ha testeniañ an niver a sinadurioù e talvoud.    

Un nebeut eilennoù zo trawalc'h evit siniñ, goude skignit dre Facebook, Twitter, dre bosteloù tro-dro deoc'h ! 

Evit siniñ, amañ : dibabit ar Stad ha yezh ofisiel ar stad (kaoc'h ki !)

Ar sinadeg :

(voir le site)

Bec'h dezhi ! 

Evit gouzout hiroc'h :   (voir le site)


Vos commentaires :
Burban xavier
Vendredi 15 novembre 2024
Mall eo dimp ! Vretoned dihunomp breman 4 sizhun hepken! Sinit «Minority safe pack» .

Difennomp hor yezh diouzhtu !

Mar e fellomp ni a c'hell !


Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?