Politikerezh yezh Rannvro Breizh

Lettre ouverte publié le 14/02/18 21:36 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/44/44317/44317_1.jpg
Rannvro Breizh?

Lizher digor kaset d’ar 14 a viz C’hwevrer 2018

Aotrou Prezidant Rannvro Breizh,

Goulenn a reomp un emgav ganeoc’h a zivout politikerezh yezh ar rannvro.

E-pad emgavioù ar brezhoneg a oa bet aozet gant ar rannvro d’ar 15 a viz Here 2016 ho ‘p oa lavaret, pa oac’h bez-prezidant : « Hiziv hon eus treset ur sturfollenn nevez evit ar brezhoneg. Pal ar rannvro a zo kemer emdroadur ar gevredigezh e kont ha respont ouzh ar pezh a vez gortozet gant an aktourien. Kenderc’hel a raimp gant al labour a zo bet kroget hiziv hag e 2017 e vo votet ur bazenn nevez evit hon politikerezh yezh. Greomp evit ma vo liesseurted ar yezhoù un nerzh evit Breizh. » (mammenn : kemennadenn a-berzh rannvro Breizh, 15 a viz Here 2016).

E touez ar raktresoù pleustrek a oa bet graet anv eus outo ganeoc’h e oa ar skoazelloù evit diorren meziantoù hag ostilhoù niverel e brezhoneg. Sanset e vefe bet lakaet ar brezhoneg war wel ivez da vare digoridigezh linenn tizh bras Breizh.

Met, n’eus roud ebet eus an traoù-se e 2018! N’eus bet votet pazenn nevez ebet evit ar politikerezh yezh ha disoñjet eo bet ar brezhoneg penn-da-benn gant ar c’houlzad kehentiñ « Passez à l’ouest ». N’eus programm ebet evit harpañ an ostilhoù niverel e brezhoneg daoust ma ‘z eo un domani strategel evit dazont ar yezh.

Merzet o ‘p eus hon eus kroget en-dro ha kaletaet zoken hon oberennoù war vord hentoù-tizh ar Stad. Rediet omp d’en ober abalamour ma ne vez ket doujet ouzh ar promesa pleustrek nemeti a oa bet notennet er «c’henemglev ispisial evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij war ar pemdez » bet sinet etre ar rannvro hag ar Stad e miz Du 2015. E lodenn « Diorenn implij yezhoù Breizh er vuhez pemdeziek hag el lec’hioù foran » e oa bet meneget e vefe staliet panelloù divyezhek tamm-ha-tamm war vord hentoù-tizh ar Stad.

Estreget an araokadennoùigoù war tachenn an deskadurezh emaomp pell-tre c’hoazh eus ar pezh a zo d’ober evit saveteiñ ar brezhoneg. Hiziv an deiz e welomp eo tost didalvoud ar c’henemglev-se ‘benn ar fin.

Araokadennoù fetis war tachenn ar c’hleveled emaomp o c’hortoz ivez. Kejet hon oa e miz Even 2016 gant an Ao. Jean-Michel Le Boulanger. Met abaoe e c’hortozomp atav un emvod evit heuliañ al labour a oa da vezañ graet. Douget eo bet ar raktres Breizh Creative gant ar rannvro ha krouet ar web media KUB . Met ur wech c’hoazh eo bet laosket ar brezhoneg a-gostez.

Eus an tu all e vez graet labour a-feson gant strollegezhioù all e Breizh. Gant departamant Penn-ar-Bed da skouer ez eus bet lakaet ur steuñv e-plas lec’h ma ‘z eo bet divizet dec’hel kont eus ar brezhoneg e pep raktres arc’hantaouet gant an departamant.

Goulenn a reomp ur gwir diviz a berz ar rannvro ha pas ur politikerezh «prederioù habaskaüs» . Buan-tre eo ret kavout ul lusk a vo gouest da asuriñ un dazont d’ar brezhoneg. Bremañ eo ret deskiñ ar yezh d’ar rummadoù nevez ha lakaat anezhi da vezañ implijet er vuhez foran.

A-bouez eo d’ar rannvro dibab buan-tre ober e-giz Departamant Penn-ar-Bed. Da lavaret eo arc’hantaouiñ raktresoù pe aozadurioù all gant ma vez kemeret ar brezhoneg e kont ganto nemetken (skoazelloù ekonomikel, touristelezh, treuzdougen, mor, skoazell d’an tiriadoù, leurennoù sevenadurel, sport, deskadurezh, enklask...). Seurt diviz a ziskouezhfe ez eus ur gwir youl gant ar rannvro evit ar brezhoneg.

Evit klozañ, ho ‘p eus lavaret da heul prezegenn Prezidant Republik Frañs e Korsika e kinigfec’h da vodadeg ar rannvro ur raktres liammmet gant ar gwir da zifoc’hiñ er Republik. Goulenn a reomp evel just e vefe lakaet ar yezhoù er raktres-se.

Hervez an dibaboù a reomp er mare-mañ eo e vo roet un dazont d’ar brezhoneg, pe get. Hag ar rannvro eo an aozadur nemeti a c’hell reiñ al lañs a zo ret evit ma vo tud oc’h ober gant ar yezh a-benn un nebeut bloavezhioù.

Da c’hortoz ur respont eus ho fers e hetomp deoc’h Aotrou Prezidant ar rannvro hor gwellañ gouc’hemennoù.

Strollad Ai’ta !


Vos commentaires :
Paul Chérel
Dimanche 22 décembre 2024
Et si, au lieu de présenter nos meilleures salutations, nous annoncions une campagne pour ne plus élire la prochaine fois un seul des élus actuels, ni de droite, de gauche ? Rayés définitivement de la carte ! Ne serait-ce pas un peu plus fructueux que des réunions sans suite ou de belles lettres laissées sans réponse ? Paul Chérel

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?