Brezhoneg yezh ofisiel! Degadoù a banelloù divrezhoneg hentoù-tizh ar Stad divontet e 10 lec’

Communiqué de presse publié le 3/02/18 3:31 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/44/44238/44238_1.jpg
RN 12

Ur wech ouzhpenn ez eus bet nac’het da gerent zo reiñ un anv e brezhoneg d’ho bugel. Goude afer Fañch 6 miz ‘zo, eo afer Derc’hen a lak war wel pegen gwallgaset e vez ar vrezhonegerezed hag ar brezhonegerien gant ar Stad C’hall e 2018. Ouzhpenn lezennoù ar Stad eo abalamour d’an diouer a youl a-berzh dilennidi ha servijoù ar strollegezhioù lec'hel hag ar Stad e vez miret d'ar Vreizhiz ober gant o yezh war ar pemdez en un doare normal.

N’eo ket skouerioù all a vank: dilamadur an implijoù skoazellet a lak en arvar ur bern kevredigezhioù a labour gant hag evit ar yezh, nac’het e vez atav panelloù hent divyezhek war an hentoù-tizh daoust d’ar c’henemglev bet sinet etre ar Stad hag ar rannvro e 2015, douget e vez klemm zoken gant prefed ar rannvro a-enep ar re stourm evit ar gwir-se, n’eus ket ouzhpenn 1 eurvezh hanter abadennoù e brezhoneg war ar skinwel publik bep sizhun, ne vez desket ar yezh da 3% eus bugale Breizh nemetken padal e tlefe bezañ desket en holl skolioù, n'eus ket tu ober gant ar brezhoneg dre gomz na dre skrid e lodenn vrasañ ar servijoù publik (treuzdougen a-stroll, ospitalioù, tiez-post, melestradurezh, mediaoù...), hag all. Benn ar fin eo bet aotreet an anv Derc'hen gant ur prokulor da heul an trouz graet gant ar Vretoned. Met gant an doare-se d'ober e vez lakaet mezh ouzhpenn warnomp: Penaos asantiñ e vefe hon gwirioù etre daouarn servijer ur Stad a lak ar galleg da vezañ ar yezh ofisiel nemeti e Frañs?

P'emaomp o stourm evit difenn gwirioù munut a oa bet gounezet bloavezhioù en a-raok e kendalc'h ar brezhoneg da vezañ en ur stad fall. Mervel a raio ma ne vez ket lakaet divizoù politikel kreñv e-pleustr gant ar Stad ha gant ar strollegezhioù lec'hel, gant ar rannvro da gentañ penn. Hervez an UNESCO emañ atav ar brezhoneg en arvar bras. E keit-se e vez ar gouarnamant C'hall o vrudañ al liesyezhegezh.... en estrenvro nemetken evel just!

D'an holl Vretoned, d'an dilennidi ha da servijoù ar strollegezhioù lec'hel, d'ar c'hevredigezhioù, d'ar strolladoù politikel, d'an embregerezhioù eo d'ober evit reiñ un dazont d'ar brezhoneg. Rak, ouzhpenn ul lodenn a-bouez eus hor bro eo ar yezh un teñzor hollvedel. Da bep hini d'ober e lod neuze ha d'ar Stad da lakaat ur statud ofisiel d'ar brezhoneg e Breizh!

Daoust da klemm ha da gourdrouzoù ar prefed rannvro, met dre ma ouzomp eo reizh hor stourm, ez eus bet dibabet ganeomp kas un oberenn arouezel da benn adarre: Degadoù a banelloù divrezhoneg a zo bet divontet an noz-mañ war vord an hentoù-tizh meret gant ar Stad C'hall e Breizh, e 10 lec'h a dreuz ar vro (Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez, Brest, Kreiz-Breizh, Kemper, Kemperle, An Oriant, An Alre, Gwened).

Giz 'm hon eus lavaret dija e kendalc'ho seurt oberennoù keit ma ne vo ket roet ar memes plas d'ar brezhoneg ha d'ar galleg e Breizh. Memes mod ma ‘z eo ofisiel ar galleg e Kebek, ar c'hembraeg e Kembre hag ar galizeg e Galiza e rank ar brezhoneg bezañ ofisiel e Breizh , ar c’horseg e Korsika hag an euskareg e Euskadi!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?