Niveridigezh ar boblañs : hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket !

Communiqué de presse publié le 23/01/18 10:23 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/44/44157/44157_1.jpg
Nac'h an niveridigezh

Adalek ar 18 a viz Genver betek ar 17 a viz C'Hwevrer e vo goulennataet ul lodenn vras eus poblañs Breizh da geñver niveridigezh ar Stad. Paeet eo an enklask foran-mañ gant arc'hant hon zailhoù, hag evel boaz ne roio lec'h ebet d'ar yezh-où komzet gant an dud er gêr pe en o labour… daoust d'ar pezh a vez graet en holl stadoù all en Europa.

Fellout a ra da strollad Ai'ta ! diskouez pegen pilpous eo ar Stad C'Hall, ken prim o kenteliañ war gwirioù Mab-den, an doujañs ouzh an disheñvelded koulz hag ar vuhez asambles, padal ne vez morse doujet ouzh ar gerioù kaer-se pa vez anv eus ar pobloù orin a gaver war he zachenn dezhi, ha pa vefe Breizhiz, Elzasianiz, Euskariz, Korsiz pe Okitaniz c'hoazh… Abalamour d'an dra-se e c'halvomp an holl dud a sav a-enep nac'hadenn ar brezhoneg hag ar yezhoù all gwasket gant bro C'Hall da voikotiñ en un doare difeuls met sklaer an niveridigezh. Evit diskouez eo savet droug ennomp e kinnigomp chom hep respont d'ar goulennoù ha rentañ ar paperioù gant ar meneg « Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! » skrivet warne.

A-fed goulennoù tro al lezennoù hag ar gwir, e aliomp deoc'h mont da sellet al lec'hienn-mañ : (voir le site)


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 27 décembre 2024
Marteze ez eus un doare all d'ober: respont E brezhoneg!

Evit ar re ne ouiont ket ar yezh, skrivañ o chomlec'h E brezhoneg (añv ar gummun, añv ar straed,...), d'an nebeutañ. Kement a banelloù zivezhek zo e pep lec'h e Breizh ...

Evit ar pezh a sell ouzh an doare bevañ pe an ti/ranndi: an dra-se a gas da brederiañ ha da c'houlennata. Petra d'ober? Mat eo kaout sifroù fre vraz e-barzh ur vro - forzh peseurt hini e vefe - , evit kompren peseurt bizaj zo d'hon gevredigezh . War un tu all, n'en deus ket c'hoant Yann Vreizhad reiñ titouroù diwar e benn da forzh piv....Petra d'ober war ar poent-se, me ne ouian ket!


Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 7 ?