Kafedi Istor - Ar galloudoù e Breizh eus Alan Varvek d'ar Blantajeneded (936-12vet kantved)

Agenda publié le 19/01/18 9:17 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon
t:1
https://abp.bzh/thumbs/44/44126/44126_2.jpg
Delwenn Alan Varvek ha kartenn domani ar Blantajeneded

Kafedi Istor : "Ar galloudoù e Breizh eus Alan Varvek d’ar Blantajeneded (936-12vet kantved)"

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 27 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude reuz ar Vikinged ez adlaka Alan Varvek ur Stad vreizhat en he flom. Disheñvel-mat e voe ar prantad nevez eus pezh a oa ergentaou rouantelezh Vreizh avat :

-n’eo ket mui ur rouantelezh a zo e Breizh, un dugelezh (d’ar gwellañ) ne lavaran ket.

-tra ma oa Breizh Erispoe ha Salaun unan vrezhonek e holl uhelidi (brientinion lik, menec’h…), oc’h astenn he levezon eus ar C’hornôg d’ar Reter, ez eo hiviziken Breizh muioc’h-mui emellet e c’hoari politikel priñselezhioù Kornôg Frañs, ha diwar un diazez staliet er Reter – lakaet er rouantelezh vrezhon un nebeud dekvloaziadoù ’zo hepken – (Roazhon ha Naoned) ez astenn ar galloud nevez war-zu ar C’hornôg ha diwar o c’houst.

-n’eo ket un dugelezh peurunvanet hag a weler c’hoazh en 10vet ha 12vet kantved, hag ar c’hevezerezh etre Roazhon ha Naoned a zo anat, pa n’eo nemet tamm-ha-tamm e kouezh ar C’hornôg dindan o levezon.

-war greskiñ ez a levezon manatioù broioù al Liger (Angers, Marmouster…) diwar-goust ar re vrezhon (Landevenneg, Redon, Kemperle…).

N’eo ket trumm avat ar c’hemm, hag e-pad pell e vez merzet roudoù eus amzer brezhonek ha keltiek Breizh. En 11vet kantved c’hoazh e toug al lodenn vrasañ eus aotrounez Reter Breizh zoken anvioù brezhonek, meneget eo Alan Fergan e Triadoù Enez Preden savet e Kembre…

Adalek an 11vet kantved e weler dres aotrounez lec'hel piaouañ evito o-unan galloudoù a oa re ar rieg betek-hen : ar c'hladdalc'helezh an hini eo.

Gant ar Blantajened da gentañ, en eil lodenn an 12vet kantved, gant Kapetiz da c’houde, e voe savet avat un dugelezh c’hallek kreñv, tra ma reas berzh an Adreizhadur Gregorian...a-drugarez da gloer c’hall pergen.


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.