Politikel-kenañ e oa an diviz, gortozet e oa gant an holl. Abaoe hirio (ar merc'her 17vet a viz genver 2018) eo anavezet da vat. Padet en deus ar brezegenn un 20 vunutenn bennak gant Edouard Philippe, kentañ-ministr, Gérard Collomb, ministr aferioù ar vro pe an diabarzh, azezet sioul, en e gostez.
Setu, berr ha berr, an tri dra bouezusañ bet diskleriet:
. Echu eo gant raktres an dreuskasadenn (Bouguenais e su an Naoned / Intron-Varia al lanneier e norzh an Naoned) .
. Adnevesaet e vo an aerborzh a-vremañ (savadurioù an nijva evit ar veajourien, al leurenn-douariñ evit douarañ/dibradañ).
. Dieubet (golloet) e vo ar ZAD (tachennad da zifenn, hervez ar re a zo a-enep) ha diskoulmoù a vo kavet evit ar re n'int ket feulsterien hag a fell dezho kenderc'hel gant labour douar eno.
Aes e vo d'an holl kaout titouroù, ma n'eo ket ar brezegenn en e bezh (war-dro 20 vunutenn) deuet eus genoù Edouard Philippe, e palez an Elysée (Pariz).
An teuliad kaset da benn gant Anne Boquet, Michel Badré, Gérard Feldzer ha kaset d'ar gouarnamant d'an 20vet a viz Kerzu 2017 a vo kavet e penn al liamm amañ :
hag, evit ar re n'eus ket amzer dezhe, setu chomlec'h ar berr-ha-berr:
Betek-henn n'eo ket bet ken aes kaout fotoioù e-leiz diwar al lec'h. Setu perak e vez kinniget amañ ur c'haier a luc'hskeudennoù bet tennet e nevez-amzer 2017.
A-walc'h evit kompren an endro: ar savadurioù, ar maezioù,... hep ankounac'hat eur foto eus ar skeudenn vraz war blasenn ar gêriadenn: Intron-Varia Al Lanneier... a vez graet ivez Kernitron-al-lann war ar gartenn vrezhonek embannet meur a vloaz zo, ma m'eus soñj mat.
Da heul ar re-se, div foto eus ar c'helaouiñ dre an tele (pe ar skinwell, pe c'hoaz ar post-braz) hirio.
Talvoudus e vo, kredapl braz, evit lenn ar gazetennoù, selaou ouzh ar radio, sell ouzh an tele, en devezhioù da zont.
........................................................................
Addendum: notennoù a-zivout ar yezh relijiel:
notenn1 : Intron-Varia pe Itron-Varia?
notenn2: Maria pe Mari ?
(an) Itron-Varia a vez kavet e pep lec'h. Kemmadur dre vlotaat da heul Itron pe Gwerc'hez.
Gwerc'hez Vari pe ar Werc'hez Vari a vez kavet e pep lec'h ivez. Da skouer: Ar Werc'hez Vari hor Mamm, ul levr (1937) brav-kenañ e yezh gant an Tad Medard.
■