Stummadur ar skolaerien : hir an hent, skuizh an den ?

Chronique publié le 15/01/18 23:49 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/44/44092/44092_1.jpg
Ur c'hlasad e XIXvet kantved, ar Pouldu, Kloar Karnoed

28vet pennad war 40 vloaz Diwan : ur sapre hent graet, met ur stummadur hiroc'h-hirañ. Hag efedusoc'h eo evit ar vicher ?

Stummadur ar skolaerien hag ar gelennerien

Evit bout skolaer e Diwan... seizh vloavezh studi, evel evit bout mezeg... Penaos kemer kement a amzer a-raok labourat da vat pa oa, da vare Denez Abernot, e 1977, ezhomm da gaout ar vachelouriezh nemetken evit kelenn, hep kaout amzer d'en em stummañ war ar bedagogiezh ? Ha gant seizh vloavezh, ne vez ket gouestlet kalz amzer d’al labour er c’hlasoù... Petra eo an abeg neuze ?

Sell war stummadur ar skolaerien gant Bernard Grosjean ha Pierre Rohou

Hervez Bernard Grosjean eo echu amzer ar skolaerien a ouie ur bern traoù desket ‘maez ar skol, hag a zeue eus familhoù a bep seurt e bro C’hall. Hiziv an deiz e vez gwelet skolaerien heñvel, heuliet studioù hir ganto... Evit Jean Rohou, e teu ar skol hiziv an deiz da vout ar c’hontrol eus ar pezh a vez lavaret war talbenn pep ti-kêr : «Frankiz, breudeuriezh, dizingalded» (titl levr Jean Rohou). Ar wirionez a oa gant Pierre Bourdieu : ne ra ar skol nemet adproduiñ ar memes re, mab ur mezeg o vont da vezeg, hag ur bern bugale laosket a-gostez siwazh.

Skol an dazont : Ken Robinson ha pedagogourien a-vremañ ?

Muioc’h-mui, e broioù all, e vez lakaet an nerzh krouiñ hag al liesyezhegezh e penn ar raktresoù kelenn nevez. Den ebet ne oar peseurt micherioù a vo a-benn dek, ugent vloaz. Evel en Island, pe broioù an Norzh, ma ne vez roet notenn ebet d’ar vugale a-raok 15 vloaz ez eus ur sistem a lak an intrudu, al labour a-stroll hag an doare hiniennel da vont war-raok e-kreiz ar c’helenn. Ha neuze ? Lenn, skrivañ, kanañ, produiñ ur sevenadur a rankfe bout e-kreiz stummadur kelennerien yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg : skol an dazont a vefe Diwan, hag evit ar skoliata en Europa hag evit ar brezhoneg ? Gant ma vo ur gwir rouedad kelennerien, tud o kenlabourat, tud o klask, doareoù nevez da gelenn, doareoù a lak ar vugale war hent an emrenerezh, an doujañs, ha nompas war hent ar gevezerezh hag ar stourm evit flastrañ ar re all a zo war an hent...


Vos commentaires :
Emilie ar Berr
Dimanche 22 décembre 2024
Arabat bezañ nec'het, tost achu eo ar gezeverezh ekonomiezh. Traoù a zo desket er skolioù hiriv an deiz ne dalvint ket. Marteze, merket ho peus e vez komzet kalz diwar-benn «IA» (kalvezel skiant ? intelligence artificielle ) e penn ar bloavezh nevez. Ur bern a micherioù o vont da goll, ha micherioù gant studi hir ivez. «Block Chain» zo deuet ivez. Bountañ a raio Block Chain micherioù ar genwerzh, micherioù al lezenn. Se zo a dalv ma vefe energiezh awalc'h ... n'eo ket sur.
Studi hir zo e dalc'h an energiezh ivez...

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?