Morwenn le Normand et Roland Conq ba Kemperle gant bugale fur ha foll

Chronique publié le 15/01/18 23:22 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Gouel ar vugale, se zo un dra nevez b'ar vro. A-raok e oa ur fest deiz, gant tud deuet, kozh a-walc'h.

Ur bariadenn eo gant tud ar vugale Diwan Kemperle da lakaat ar vugale war ar stern, da ginnig dezho stalioù, hag un abadenn evit echuiñ. N'eus ket kalz a abadennoù hiziv an deiz evit ar vugale : c'hoariva (re nebeut : strollad Kallag, Strollad ar Vro Bagan, Erwan Hemeury, ...) n'eus ket a-walc'h, hag evit ar 17 000 bugel skoliataet e brezhoneg e vez kanet gant Jakez ar Born ha Perryn, Katell Kloareg ha Fred, Mona Jaouen, Jean-Luc Roudaut... Ha pa vez prientet an abadenn er skolioù, pa vez klevet ar vugale o kanañ «ul loen bihan o vont d'ar skol» asambles, pegen bravoc'h eo eget bugale o redek ha kerent diseblant !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?