Gant Goulc'han Kervella, c'hoariva ha plijadur e brezhoneg

Chronique publié le 6/01/18 19:56 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Labouret o deus mat, ar re vihan ! Abaoe miz Gwengolo emaint o pleustriñ bep sizhun evit gallout kinnig e Taol Kurun disoc'h o labour.

A-drugarez d'ar Rannvro int bet sikouret evit degemer leurennerien a vicher gant stajoù aozet e vakansoù an Hollsent ha d'an 3 a viz Genver. Aergelc'h labour hag aergelc'h dudi, evit leurenniañ «Avaloù Vleago» a vo c'hoariet d'ar meurzh 30/01 e sal an Treou just a-raok liseidi Diwan karaez, a ginnigo «Ma lapin bihan».

Peadra da c'hoarzhin, da gaout plijadur e brezhoneg, ha da gavout ur plas evit ar yezh en diavaez eus ar skol !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?