An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb

Agenda publié le 29/12/17 11:54 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/43/43956/43956_1.png
An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb
https://abp.bzh/thumbs/43/43956/43956_2.jpg
An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb

Gwalennoù a-vil-vern he deus gouzañvet an Etiopi diwarne, ha n'eo ket bet aes dezhi 'pad pell desachañ evezh an douristed warni.

Ar vro vras-mañ, 'zo div wech ledanoc'h he gorread evit hini bro-Frañs, 'gaver enni koulskoude lec'hioù istorel ha naturel diouzh an druilh. An teulfilm-mañ a gaso ac'hanoc'h da weladenniñ uhelgompezennoù hanternoz ar vro, o sevenadurioù, o c'henelioù hag o relijionoù lies o kenvevañ eno ur souezh.

Unan eus koshañ stadoù ar bed eo an Etiopi, dellezek eo da zesachañ evezh an holl war an Abisini gaer-se, a zo chomet dizro keid all amzer.

Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb adalek an 9 a viz Meurzh 2018. Teulfilm brezhonek (voir le site) da welet war lec'hienn Brezhoweb.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?