Kafedi Armerzh - Plas ar brezhoneg e bed an armerzh

Agenda publié le 25/12/17 19:13 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/43/43934/43934_1.jpg
Bruderezh evit Cointreau

Kafedi Armerzh : «Plas ar brezhoneg e bed an armerzh», lusket gant Denez Pichon

D’ar Sadorn 13 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar

Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

N’eo ket stank ar studiadennoù diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an armerzh. Kinniget eo deomp ar wech-mañ al lodenn gentañ eus ur studiadenn bizh war an danvez.

Kinniget e vo deomp ur sell hollek war emdroadur ar brezhoneg a-hed ar c’hantvedoù, gant an darvoudoù o deus merket hor yezh.

Kinniget e vo deoc’h ur sell diwar-benn an armerzh hag al liammoù gant ar yezhoù.

An abadenn-mañ a responto d’ar goulennoù-mañ :

Bet eo bet implijet ar brezhoneg e bed an armerzh ?

Istor hor yezh

-Roudoù eus ar brezhoneg e bed an armerzh el levrioù kozh.

-Teir zagadenn war ar brezhoneg a-hed an istor

-Darvoudoù o deus kemmet emdroadur hor yezh.

Petra eo an armerzh ?

-Istor an armerezh.

-Frammadur bed al labour

-Yezhoù ha produusted

Kammedoù kentañ ar brezhoneg e bed armerzh an XXvet kantved.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?