Diwan : un embregerezh Deskadurezh pobl ?

Chronique publié le 24/12/17 20:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43929/43929_1.jpg
Skipailhoù tud a youl-vat e pep lec'h e Breizh, e miz Gouere, Eost, mare Nedeleg, gouelioù a bep seurt...

26vet pennad war 40 vloaz Diwan : penaos e c'hell Diwan diorren an ekonomiezh hag ur vuhez a-stroll e Breizh ?

Ouzhpenn ur skol eo Diwan. Evit gallout krouiñ ur skol eo dav d’an dud ober meur a emvod, mont e darempred gant an dilennidi, gant ar gazetennerien, sevel ur rakvudjet, implij an ATSEM, gouzout diouzh al lezenn evit implij an dud a labouro er c’hantin pe da gempenn ar salioù klas. Ha kemen-se ne vez ket desket er skol, met asambles, e rouedad an holl dud a youl-vat a dreuzkas ar pezh o deus bet desket-int. Pep barregezh a vez implijet en ur skol, evit mont war-raok asambles.

Krampouezh, tombola, deiziataer, redadeg...

«Ar fed gellout sevel raktresoù, ha mont betek penn, aozañ traoù ha mont war-zu ar pezh a blije din, da skouer c'hoariva, video, aozañ festoù, ha bep seurt... Met pezh zo eo pouezus-tre kaout peadra da vezañ libr da vont war-raok, gwelet a c'hellomp-ni skolajidi pe liseidi vihan ober raktresoù hag a seblant er penn-kentañ divent evidomp ha 'benn ar fin e teuomp a-benn da lakaat anezho e pleustr.»

Setu ar pezh a lâre Iona, dek vloaz goude bout bet skoliataet el lise. Fardañ krampouezh a grog ivez el lise evito pa vez ret dezho fardañ krampouezh evit 300 a dud...

Milionoù a grampouezh a zo bet graet evit Diwan hag a lak ar gevredigezh da vout yac’h, evel e bro Euskadi gant an taloa, krampouezh graet gant bleud maiz. Gouzout arc’hantañ ar skolioù en doa lakaet an dud en diavaez da welet e oa kad Diwan da zastum arc’hant, evel da geñver an tombola a zastumas 15 270 euro e 2013, daoust ma vez gwelet a-wechoù gant tud zo evel un « tailh ha n’eo ket tapet diouzhtu ».

Empennañ ur bed all ?

Kerent Diwan n’int ket disheñvel ouzh ar re all, war-bouez e rankont kemer perzh evit ma c’hello pep skol mont war-raok, hag ober une degemer dereat d'ar vugale. En un tu e c’heller soñjal eo amzer gollet, en un tu all, e c’hell ar gerent bout tostoc’h ouzh ar gelennerien/skolaerien, kemer perzh e buhez ar skolioù ha 'benn ar fin e vez ul labour a-stroll, ul labour skipailh ha na vez ket kavet kel lies e-lec’h all. A-wechoù e vez gwelet kerent Diwan hag a gendalc’h, ur wech deuet bras o bugale dezho, da skoazellañ Diwan ha da zifenn ar skolioù e brezhoneg, evit bugale ar re all, evit « ma kresko, evel ar raden, bugaligoù Diwan ». (Anjela Duval)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?