Kleub lenn Kemperle : eilvet abadennig

Chronique publié le 10/12/17 19:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Eizh den, lennerien ha lennerezed an holl anezho, o tizoleiñ skrivagnerien, doareoù skrivañ..

Disadorn e mediaoueg Kemperle, eizh lenner.ez asambles evit eskemm diwar «taol kalon» pep hini. Gant Mai Ewen e oa bet degaset «Geotenn ar werc'hez» ha «Skol al louarn», skrivet gant Jakez Riou ha Youenn Drezen. Mignoned an daou, bevet ba bro Spagn, ha laosket a-dreñv dezho pezhioù c'hoari, romantoù, danevelloù... «Re start evit an deraouadez e oan, ha lavaret oa bet din gant Visant Seite e vefe bet aesoc'h komañs da lenn e brezhoneg gant levrioù all... Met penn kalet e oan...».

Evit ul lennerez all eo Choupig Morzhadeg ur skouer e touez albomoù e brehzoneg : barzhoniel an istor, brav an tresadennoù. Gant Rejin e oa bet degaset «Mari Vorgan» skrivet gant Goulc'han Kervella. Eskemmet oa bet a-zivout oberennoù all ar skrivagner leurennier ar Vro bagan : «Lara» ha «Dre ar prenestr» a ziskouez ampartiz an daneveller, e touez an 200 daneveller brezhoneger a zo hiziv !

Levr Jakez Konan «Kenavo Amerika» ha «Balafenn Houarn» a zo bet displeget gant David, ha lennet ur pennad gantañ. Gant Lysiane, daou levr trist a gont brezel bro Aljeria (Pierre Emmanuel Marais) ha g «Ar Waremm vras» gant Youenn Kervalan.

Nag a draoù da lenn pe da adlenn ! Ur gwir blijadur gant tud entanet hag a zreuzkase o c'hoant da lenn d'ar re all.

D'ar sadorn 13/01/2018 e Mediaoueg Kemperle da 10e15 e vo kaoz eus «Mai Ewen : he oberenn, he soñjoù don».

Da lenn evit prientiñ emvod an 13/01 :

romantoù evit ar vugale, aes da lenn

- Bugel ar glav (PAV)

- Me Nana Marina (Priz ar vugale)

- Etre ki ha kazh (Priz ar vugale)

- Nedeleg Laouen ? (PAV)

- Bugel ar glav (PAV

- Yaouankiz Koantig (PAV)

- Me ha Titaw (PAV)

romantoù evit ar skolajidi hag ar skolidi :

- Hañvezhioù (Priz ar Yaouankiz)

- Tamallet ! (PAY)

- Tri fenn melegan (PAY)

- Ur vleunienn war askell an avel (PAY)

- Mont kuit (PAY)

Barzhonegoù, Haiku

- Amskeud, Brud Nevez

- Sur terre comme sur mer

- Al liamm


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?