Ur geriadur nevez : gerioù bro Molan

Chronique publié le 10/12/17 12:59 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Deuet eo er maez ur pezh mell levr graet gant tri den boazet da breg brezhoneg ar vro.

Ul levr tev, plijus, gant ur CD a lakao ar re o dije c'hoant kompren brezhoneg ar vro goude labourioù a bep seurt a zo bet savet gant Mona Bouzeg : hentenn «Selaou, selaou» gant ur CD ivez (rimadelloù, divizoù gant ur bern brezhonegerien a-vihanig), kontadennoù... Ne baouez ket ar gelennerez kentelioù noz (kroget he deus da gelenn e Paris, pa oa kelennerez latin-gressianeg-galleg); kendalc'het ganti, daoust d'ar skoilhoù gant ar skol veur ivez, kar e veze lavaret dezhi e oa komzet ganti ur «brezhoneg botoù koad»...

Met bremañ eo bet lakaet brezhoneg Molan e dilhad sul ganti hag he skipailh. Aes eo da implijout, lakaet dre demoù (ar mor, ar gwez, al labour...). Bez e oa ur bern tud o prenañ anezhañ e stal Marijo, war blasenn st Mikêl ba Kemperle dec'h ! Ur prof Nedeleg a feson evit brezhonegerien ar vro ha tud dedennet gant yezh ar vro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?