Panelloù divyezhek war vord an hent-tizh 165 : Ober an nebeutañ posupl evit ar brezhoneg pe kemer

Communiqué de presse publié le 26/11/17 21:21 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/43/43650/43650_1.png
Karnag

Benn ar fin e vo kavet brezhoneg war vord an hentoù meret gant ar Stad C’hall ! Kement-se zo bet roet da c’houzout atav gant kumuniezh kêrioù An Alre Kiberen Douar Atlantel. 10 panell sevenadurel ha touristel nevez a zo da vezañ staliet.

Met daoust hag ez eus ur gwir youl evit reiñ ar plas a zo dleet d’ar brezhoneg, pe er c’hontrol e klask an dilennidi hag an dud e-karg ober an nebeutañ posupl ? Setu an dibab a vo graet ganto da vare an emvod raktreset gant ar gumunezh kumunioù d’ar 1añ a viz Kerzu.

Ret eo gwelet e teuio ar panelloù divyezhek-se, ar re gentañ e Breizh war vord hentoù ar Stad, dres el lec’h ma oa bet divontet gant hor strollad panelloù nevez e galleg nemetken un nebeut mizioù ‘zo. Daoust ma ‘z eo bet douget klemm abaoe gant prefed rannvro Breizh ez eus bet roet da c’houzout e kendalc’himp gant hol labour evit ma vo doujet ouzh ar brezhoneg ha roet ar memes plas dezhi ha ma vez roet d’ar galleg.

Goulenn a reomp e vefe divyezhek par-ouzh-par an holl panelloù nevez staliet war vord hentoù-tizh ar stad. Da lavaret eo e vefe skrivet ar menegoù e galleg hag ar re e brezhoneg gant ar memes doare lizherennoù ha pas lizherennoù en italek da skouer, ha gant lizherennoù eus ar memes ment. Seurt diviz a zo bet kemeret nevez zo gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed da skouer e doug e vrastes evit ar brezhoneg 2016/2021. Ouzhpenn-se e klot ar goulenn-se gant ar c’henemglev bet sinet etre ar stad ha rannvro Breizh e 2015 ha ne vez ket doujet outi c’hoazh.

Setu perak eo bet skrivet ul lizher ganeomp da prezidant AKDA evit kizidikaat anezhañ d’ar fed e vefe un dro fall reiñ ur plas disheñvel d’ar brezhoneg e-keñver ar galleg (stil, ment, liv pas ken gwelus) hag e vefe aze un drougzifoc’h ha ne rafe nemet kenderc’hel da lakaat ar brezhoneg a-gostez. Ne vefe ket tu asantiñ kement-mañ dre ma vefe gwallus evit ma chomo bev hor yezh.

Pediñ a reomp neuze dilennidi An Alre Kiberen Douar Atlantel da gemer un diviz istorel d’ar 1añ a viz Du en ur zibab staliañ ar panelloù divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par kentañ war vord hentoù-tizh ar stad e Breizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?