Kleweled e brezhoneg : dale pe dihun ?

Chronique publié le 26/11/17 20:37 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

22vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg e arzoù ar gomz, met ivez e bed ar c'hleweled

Ur wech e oa Bleu Breizh Izel hag istorioù brav Sten Charbonneau, bugaligoù o respont dezhañ dre bellgomz, gant plijadur, mouezhioù yaouank. Un nebeudig amzer goude, setu TV Breizh hag ul labour dreistordinal evit eilmouezhiañ tresadennoù bev hir, ar pezh na oa bet graet james gant France 3 james.

Ha tamm-ha-tamm, brezhoneg er radio, nebeut en tele, nebeut-tre, un islonk er sinema, met dre Internet, ur Webtv gant Brezhoweb, ul lec’hienn filmoù eilmouezhiet ha tresadennoù bev da bellgargañ : Breizhvod, krouerien yaouank o tont war wel...

An aozadurioù ofisiel

Hiziv an deiz e Breizh eo simpl a-walc’h dremmwel ar c’hleweled : Daoulagad Breizh, Brezhoweb, Frañs 3, Kalanna, Gwengolo Filmoù, hag ar chadennoù lec’hel Tebeo, TV Roazhon, TB Sud.

Ur festival, e Douarnenez fin miz Eost, ha Filmoù e Breizh evit kenurzhiañ an traoù. Ur milion a euroioù dispignet er Rannvro evito. Diaes neuze evit ar re a zo ‘maez eus ar sistem krouiñ traoù nevez. Ha n’eo ket souezhus adwelout neuze ar memes re nag adselaou an hevelep mouezhioù, daoust d’ul labour a galite gant teulfilmourien evel Bastian Guillou, Soazig Danielou, Mikael Baudu, Ronan Hirrien...Siwazh n’hon eus ket bet ‘met ur film faltazi hir hepken : Lann Vras, sevenet gant Soazig Daniellou. Hag ur serienn : Fin ar bed, gant Nolwenn Korbell, Kaou Langoet ha Roger Stephan.

Ar vitrakourien, ar gelennerien, ar re yaouank

Gant Kaouenn.net, chadennoù war Internet (TV bro Kemperle, TV Lise Diwan Karaez...), buzz graet gant liseidi evel hini Lib dub Karaez, «C'hwi a gano» gant skipailh Peryn Bleunven, pe filmoù chakod Roderig da skouer, souezhadennoù a vez bep bloaz.

«Istribilh», teaser bier paotr Berthou, bet gwelet gant 72 000 den ha gavotenn ar re zibaper bet gwelet gant 157 000 den war You Tube a zo skouerioù «buzz» a zo bet hag a vo c'hoazh.

Ur genstrivadeg, ijinet gant kelennerien ha kasourien Diwan, «An Erminigoù», he doa bodet peder gwech kantadoù a skolajidi ha liseidi e sinema Glenmor ba Karaez evit filmoù sevenet gant al liseidi hag o c'helennerien.

Alies e vez trec’h Ar Releg, Gwened ha Karaez. E 2017 e oa bet enoret filmoù Gwened meur a wech, gant an tem dibabet a oa hini 40 vloaz Diwan. Gant ma vo filmourien yaouank, ha tud all o kinnig filmoù, berr ha hir, kad da sachañ evezh ur bern tud war zu ar brezhoneg ha nerzh krouiñ, danvez fonnus ha c'hoant eskemm mennozhioù nevez e arz ar skeudennoù...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?