Breizh, douar ar festivalioù ?

Chronique publié le 20/11/17 0:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43603/43603_1.jpg
Yaouank : ar brasañ fest-noz e Breizh

Evel e bro Euskadi, e lec'h e oa ret kavout doareoù da arc'hantaouiñ mont en dro ar skolioù, eo dre gouelioù meur er vro, a-hed ar bloaz, e oa bet kavet peadra da vagañ kefoù ar skolioù... ha kefoù an arzourien, ar farderien boued, bier ...

Breizh : douar ar festivalioù ?

An Erer kozh, gouel ar Gelted, festival Penn ar bed, Kemper, Sant Malo... Hag e-pad ar goañv, Yaouank, festival Taol Kurun, Deizioù an Oriant, War Raok... Diaes eo chom hep gwelout pegen pouezus eo ar vuhez kevredigezhel er vro, pouez an arzourien a-vicher hag a youl-vat o lakaat ur vro da zañsal, da ganañ, da aozañ ar c’hehentiñ, ar bod hag ar boued...

Diwan e penn ur bern aozadurioù

E 1977 e oa ret kavout arc’hant ha se zo gwir evit ar skolioù Diwan atav : aozañ festoù evit an douristed ‘pad an hañv war bord ar mor, aozañ festoù noz (un euro evit Diwan e bloavezhioù 1980, perak ket kenderc’hel gant se ?), Tro Menez Are hag a lak 7000 baleer war an hentoù bep bloaz, Randorade, Rando Plijidi, Tro Dro... Hep kontañ saloñs Playmobil Montroulez, Foarioù al laou Gwitalmeze, Kemperle, … Ijin, aozadur, intrudu aktourien skolioù a vez e pep lec’h. Meur a skouerenn a ziskouez pep hini ampartiz Diwan da stummañ an dud war an dachenn ha gant ur spered Deskadurezh pobl.

Gant festival Taol Kurun, aozet gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle betek 2014 e konter 100 000 a dud o doa kemeret perzh e festoù-noz, sinema, kontadennoù, c’hoariva, stajoù, abadennoù sonerezh, prezegennoù... gant ur festival divyezhek en doa lakaet ar peoc’h en-dro e Kemperle tro-dro d’ar brezhoneg ha da Ziwan, en doa roet nerzh d’an holl evit kenderc’hel gant ar yezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?