Brudet an den, ha barrek a-fed brezhoneg eo F. Favereau, geriadurioù e leiz savet gantañ, ha degemerus ivez evit repuidi nevez deuet er vro eo ar c'helenner war e leve, ar pezh ne vez kavet stank e bed ar vrezhonegerien.
Plijus eo da selaou Francis, ha savet-brav an abadenn. Pa oa Fransez e Frañs 3, o labourat hardiz e skol-veur pe c'hoazh o tegemer repuidi e matchoù mell droad e Gwengamp e tiskouez pegen pinvidik e c'hell bezañ buhez ur c'helenner skol veur...
■