Kentelig haiku : penaos e sevel ?

Chronique publié le 9/11/17 18:31 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Mizioù an haiku eo ar mizioù du, a-drugarez da festival Taol Kurun. Ar bloaz paseet, oa bet kaset 970 barzhoneg teir linenn.

Berrañ barzhoneg a zo er bed, teir linenn ha 5/7/5 silabenn, ha klotenn ebet ! Disoñjit tout ar pezh ho peus desket er skol, aze eo doare sellout ouzh an natur a gont, choaz ar gerioù a glot ar muiañ gant ar pezh ho peus bevet, setu tout. Ur skeudenn, ur «Polaroid», hag un tammig fent, un tammig from...

Evit kas ho haiku (tri e pep yezh ; galleg, gallaoueg, brezhoneg), ur chomlec'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?