Kafedi Istor - Krouidigezh Breizh (4re-9vet kantved)

Agenda publié le 7/11/17 0:29 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/43/43506/43506_1.jpg
Rouanetelezhioù brezhon an Douar-Bras er Grennamzer Uhelañ

Kafedi Istor : «Krouidigezh Breizh (4re-9vet kantved)»

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 11 a viz Du 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Tra ma chome Brezhoned 'zo, bountet ma voent gant tagerion liesseurt (Iwerzhoniz, Pikted, Angled-ha-Saksoned), e Kornôg Preden (Kernev-Veur, Kembre ha rouantelezhioù an Norzh), ha ma'z ergerzhe reoù all war-zu broioù pell a-walc’h (Galiza…) e tibabas ul lodenn anezho ober o annez e Gwalarn Galia. Petra a gavjont enno ? Daoust hag e chome traoù eus ar prantadoù kent ?

En o Britania nevez, «Ledav» a zeuio da vezañ «Breizh», e savjont frammoù politikel (rouantelezhioù evel Kernev, Bro-Ereg, pe ez astennjont o frammoù eus Preden, evel Devnon…), kevredigezhel (plouevioù…) ha relijiel (eus lannoù bihan da abatioù brasoc’h), dindan atiz ar «sent» pergen. Ha degas a rejont evel-just dreist-holl o yezh, ar «predeneg» deuet da vezañ «brezhoneg».

Stok ouzh ar Franked en em gavjont avat, o terc’hel ganto darempredoù tro-ha-tro a vrezel hag a beoc’h. Gant ar Garolingidi degouezhet e penn a Franked e 751 e teuio ar gwask da vezañ pounner-ouzh-pounner. Dont a rejont ar re-se da vougañ ar vroad vrezhon e deroù an 9vet kantved...a-raok dezhi d’en em zieubiñ diouto dizale...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?