Kan ha diskan ha bertsus : an hevelep istor ?

Chronique publié le 6/11/17 20:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0

19vet pennad tennet eus "Diwan, 40 vloaz dija", ur seurt digest a ziskouez e c'hellfer tennañ gounit eus ar skiant prenet euskarad...

Setu un doare da adperc’hennañ ar yezh dre un arz hengounel a zo dreist ordinal. E bro Euskadi e oa ar bertsu un doare « kan a boz » da sevel war ar prim ur varzhoniezh kanet gant un tem roet en a-raok. Gant ar c’han ha diskan e oa un doare da lakaat an dud da zañsal, pa ne oa benveg sonerezh ebet. Ha deuet eo da vout kanet hiziv an deiz c’hoazh.

Treuzvevañ daoust d’ar c’holl a gomzerien

Darbet e oa bet d'ar bertsu ha d'ar c’han-ha-diskan mervel er bloavezhioù 1950. Echu gant ar sevenadura-ziwar-ar-maez, flastret gant kerioù bras, gant ar media. Daou zen a oa bet o saveteiñ an arz poblek-mañ : Loeiz Roparz e Poullaouen ha Xavier Amuritza en Eskoriatza, e-kichen Arrasate. Daou zen a ouie ar yezh hag a ouie kanañ. C’hoant enno da dreuzkas d’ar remziadoù yaouank, da zastum, da vont e darempred gant ar re gozh. Ha setu ar fest-noz hag ar bertsu bev atav e 2015 gant kanerien yaouank.

Krouiñ en euskareg ha krouiñ e brezhoneg

Aze emañ an diforc’h brasañ etre an div vro. E bro Euskadi e vez ijinet war ar prim, gant klotennoù diabarzh, gant modoù disheñvel ha war demoù a-vremañ : an disparti, an euro, Charlie-hebdo, …

E Breizh e vez klevet atav ar memes temoù er festoù-noz : ar serjant major, ar minor, Metig... Komzoù hag a veze kanet kant vloaz ‘ zo dija. Mankout a ra nerzh krouiñ aze, anat deoc’h, ha dañserien gouest da gaozeal a c’houlennfe groñs pozioù nevez, liammet gant an amzer a-vremañ. Gant ar spi e teuio buan... evel Gavotenn ar re zibaper, flashmob skipailh Lannuon (171 155 gwelet war you tube).

Aitor, deuet e Kemperle e 2015 e-pad ar festival Taol Kurun a zo 20 vloaz hiziv : gantañ e vez graet konkourioù bertsus, hag e Kemperle en doa div wech kompozet war ar prim tri bertsus (ur vunutenn preder, evit ur vunutenn barzhoneg kanet, teir gwech / an tem a vez roet dezhañ ur vunutenn a-raok kregiñ, dirak ar mikro : aze en doa da gompoziñ diwar ar gar nevez savet, hag er sinema, e oa tud Charlie lazhet).

Ar foto : an den kozh eo Periko Solabarria: beleg el labouradegoù, toullbac'het mare Franco, bet depute. E 2013, pa oa bet krouet un aozadur tud yaouank emren sokialour ha gwregelour, Ernai, lavaret en doa da 10 000 den youank entanet : "Ma ne laoskont ket ac'hanoc'h da hunvreal, ne laoskit ket anezho kousket sioul". An den e kichen ; Alfredo Remirez, poltreder freelance, eus strollad Abertzale, toullbac'het aboe disadorn paseet e toullbac'h Basauri evit ur bloavezh, evit poltridi lakaet war ar rouedadoù sokial.


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.