16vet kenstrivadeg haiku : chom a ra daou viz evit kas ho haiku !

Annonce publié le 4/11/17 17:32 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Ar gwez : un tem aes hag evit ar skeudennoù hag evit an amzer : e bleuñv 'pad an nevez amzer, frouezh an hañv, livioù an diskar amzer, ha gwez diwisket ar goañv...

Penaos ober ? Sellout pizh ouzh ar gwez a vez gwelet er vro gant livioù, c'hwezh fall pe frondennoù dous an nevez amzer... War lerc'h, kemer ur c'hraion ha klask e teir linenn kontañ ar pezh ho peus gwelet, o klask doujañ ouzh ar reolenn 5/7/5 silabenn dre linenn. Ur wech skrivet, un, daou, tri haiku, setu poent d'ho kas d'al lechienn : (voir le site)

Evit ar skolaerien hag ar gelennerien a vefe laouen da zegemer Mai Ewen hag he skipailh er c'hlas evit kompren mat penaos e vez savet haiku gant bugale ha krennarde, lakait buan hoc'h anv, rak ne chom ket kalz plas... Enskrivet eo 12 klasad gant tri e brezhoneg. Evit mont e darempred gant an aozerien : afea@laposte.net

Deadline : d'an 31 a viz Kerzu 2017

Disoc'hoù : Prezidial Kemperle, straed Bremond d'Ars, d'ar sadorn 19/1 da 6e


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?