Ar repuidi kontet d'ar vugale

Présentation de livre publié le 1/11/17 11:34 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Etre Kameroun hag Europa, Moussa ha Djebril, afer mignoniezh etre un den a zo aet kuit hag a zo distroet hag unan gant ar c'hoant «kemer penn an hent».

Pell'zo n'en doa ket Yann Fañch skrivet evit ar re vihan, koulskoude trec'h e oa bet «an dilojañ» e 2011 evit Priz ar Vugale, nag evit ar re yaouank gant pevar friz evit «Goustadik war al lambig» (2005), «Galv an Oy» e 2008, «Troioù kaer va foltreder»e 2009, ha «War sikour Eleonor» e 2010.

Neuze, distroet eo goude seizh vloaz war hent ar skrivañ, ha souezhus eo e skrid. Bugale koshoc'h eget ar re CM e penn an istor, met gallout a ra an istor dedenn ar vugale hag a zo beuzet gant keloù a bep seurt diwar ar repuidi. Un doare da eskemm, da gompren an darvoud bedel-mañ, da vont war raok gant an arozed war an hent ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 4 ?