Ar brezel bras kontet d'ar vugale : Lizhiri Tetad

Chronique publié le 31/10/17 19:26 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Levezonet a-galz gant lizhiri Loeiz Herrieu, setu ul levrig evit ar c'helc'h 3 hag ar re a blij dezho lenn levrigoù bihan Keit Vimp Bev.

Daou vab en doa Loeiz Herrieu, met ne oa ket distroet d'ar gêr e permision div wech, evel er romantig savet dindan kuzulioù fur Daniel Carré. Tennet oa bet neuze an tad-kozh o kanañ «fest an 'noc'h» , kar pad ar brezel, ne veze ket kanet. Ha ken pouezhus oa al lizhiri evit liammañ ar soudarded hag o familhoù ! Kaset e oa a bep seurt traoù : anduilhenn, dilhad, traoù kizellet gant an tad evit ar vugale,...

Gant ar spi e roio c'hoant d'an dud lenn lizhiri Loeiz Herrieu war lerc'h ha gant ma vo anavezet gwelloc'h kevredigezh tud war ar maez o vevañ kostez Lann ar stêr...

Ha mersi bras da familh Ar Gall, prest atav da lenn ha da lakaat e gwenedeg brav ha flour komzoù skrivet war ar paper !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?