Skignet bep sizhun a-raok Bali Breizh, d'ar gwener noz, e vez sellet ouzh avañturioù an tri den a ya war an hent, etre An Oriant ha Fouenn, etre Sant Mikêl Brasparzh ha Rosko.
Krouidigezh, film faltazi e brezhoneg, emit-hu ? «Lann Vras» zo bet, «Ken Tuch», «Breizh Kiss», ha bremañ «Fin ar bed». N'eo ket dru ar peuriñ evit ar re a blij dezho filmoù e brezhoneg ha n'int ket teulfilmoù. Setu neuze ur serienn a lak planedenn tri zen war wel, gant brezhoneg Roger eus Traoñ Kerne, hini Nolwenn Korbell eus Douarnenez, hag hini Kaou Langoet eus Diwan...
Un thriller, 'giz vez lâret. Dizingal al lodennoù, mouezh vrav Kris Menn e penn kentañ hag ar fin. War an hent, evel an dudennoù...
■