Koñkourioù ha prizioù : ur c’hleñved bedel ?

Chronique publié le 23/10/17 13:39 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

17vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg. Perak e ranker kaout konkourioù, kenstrivadegoù... evit broudañ ar c'hrouiñ, al lenn, ar skrivañ ?

Kan ar Bobl : ur mennozh ganet e penn Polig Montjarret pa oa e Bro Gembre o welet live sonerezh an dud a sone hag a gane tonioù hengounel. Hiziv an deiz kanerien ha sonerien a-vicher a zo evit ul lodenn vras anezho tremenet dre ar c’hoñkour ganet en Oriant : Nolwenn Korbell, Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Marthe Vassalo, Ronan Guebleiz, IMG, Nolùen ar Vuhé ...

Prizioù evit ar ganerien hag ar strolladoù

Alies e vez roet prizioù d’ar sonerien bagadoù, akordeoñs... Evit ar c’han emañ Kan ar bobl evit ar c’han hengounel dreist-holl hag an Taol Lañs evit ar strolladoù sonerezh a ijin pozioù nevez. E-kerzh eizh vloavezh, e oa bet trec’h c’hwec’h gwech ur strollad o tont eus Diwan.

Taol Lañs (hag an Erer kozh da heul), ar re a zo bet trec'h : Iwan B (2007), Gimol Dru Band, Egin, Roc'k'n Diroll, Lunch Noazh, Burtul, Adnoz, Silwink, ...

Prizioù evit ar skrivagnerien

Evit an danevellerien e vez muioc’h-mui a goñkourioù : hini kêr Karaez da geñver gouel al levrioù e miz Here, hini kêr Redon, hini foar levrioù ar re yaouank e Sant-Varzhin-war-ar-Maez...

E-kerzh 13 bloavezh e oa bet meur a lisead Diwan o kemer perzh e Priz ar Yaouankiz hag o vezañ trec’h : Gwenvred Latimier-Kervella gant « Hunvreoù » (2004), Moran Dipode ha Marianna Donnart gant « Brezel an erevent » (2005) ha « Hudour an tour du » (2006), Ewen Jacq gant « Chase Valeeg » (2013). Evit Priz ar Vugale, Carl Diekman gant « Den Bleiz » e 2012.

Kenstrivadeg Montroulez a zo bremañ evit festival «La Baie des Livres», e Redon, Kemper, Karaez. Ar pezh zo mat, kar e vez brudet meur a hini, ha war lerc'h e vez bouetet kazetennoù evel al Liamm, pe Ya !, pe...

Met ouzhpenn d'ar c'henstrivadegoù zo ar c'hoant da sevel ul lennegezh e brezhoneg, gant tud ne skrivont ket e galleg, pe ral-tre. E-pad ar saloñs e vo gwelet lod anezho, gant ma vint trugarekaet evit o labour ha liesseurted kinnigoù lennegel a vez kinniget ganto.


Vos commentaires :
Frank Bodenes
Dimanche 22 décembre 2024
Priz ar yaouankiz, ur gwallabadenn hag a zo eat ar maout anezi meur a wech gand ar re a ra war dro... pettamant gand o lillikyou, filiored mibien hag all, Krebchauffin, Jacq ha kemend zo... kenstrivadegou giz emsav sevenadurdurel, ur c'hleñved z'eus ket a bare deuz outañ

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?