Votadegoù Barcelona : an istor gwir

Chronique publié le 22/10/17 13:13 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Diaes eo krediñ gouarnamant Madrid hag ar pezh a vez lavaret gant lod vrasañ ar mediaoù. Ma, dre chañs e vez skignet traoù war Internet...

Kuzhet oa bet ar voestoù evit votiñ e bro Katalunia an Hanternoz, e bro C'hall.

Kaset oant bet gant seier du betek pep burev, ha chomet e oa an dud da gousket adalek digwener noz. Div nozvezh neuze o c'hortoz... ar polis. Met a-raok, o do graet ar C'hataluniz van : van da votiñ gant follennoù gwenn, ha pa oa deuet ar polis, pep boest oa bet kaset gant ar polis... Ha setu ar vanifesterien, nann-feulstr, o skarzhañ kuit ar boliserien. Met... Ur wech pellaet kamionoù an archerien, setu-int o votiñ da vat er burev, gant boestoù all... Brav eo an atersadenn ivez, kar ar c'harter-mañ oa karter tud deuet da gavout repu e Katalunia, ha degemeret mat ganto.

Dic'hortoz, ha diaes da lonkañ evit Madrid, anat deoc'h, dreist-holl pa vez skignet war Internet d'ar bed a-bezh. Ma... gant ma vo ur gentel evit holl bobloù er bed o stourm evit muioc'h a frankiz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?