Bannoù treset e brezhoneg : n'eus ket ?

Chronique publié le 15/10/17 21:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43246/43246_1.jpg
Moran Dipode, priz kentan Kenstrivadeg bannoù treset e 2015

Troidigezhioù, met nebeutoc'h eget mare Yann-Fañch Jacq hag an Here. Ha koulskoude e vez lennet kalzig a seurt lennegezh gant ar re yaouank... hag ar re all !

Er bloavezhioù 1970 en doa embannet Yann-Fañch Jacq bannoù treset « Buddy Longway », « Jonathan » gant e arc’hant dezhañ ha kroget o doa da c’houde tud an Here gant troidigezhioù Tintin. Met bannoù treset krouet e brezhoneg : ne oa ket, pe re nebeut atav. Penaos, ha perak n’eus ket muioc’h hiziv an deiz ?

Treserien ampart ha brezhonegerien ?

« An Ankou » oa troet e brezhoneg, met treset gant Fournier ha n'eo ket brezhoneger. Gant Malo Louarn e oa bet graet bannoù treset fentus, unan anezho arc’hantet gant Kuzul Europa, mar plij, hag istorioù berr e Moutig. , er gazetenn vrav Meuriad e oa bet treserien ampart hag istorioù brav, met aet e oa da get re abred, gant 200 den koumanantet hepken. Gant ti-embann Brest Nadoz Vor oa bet graet ul labour vat, gant testennoù nevez («Yes Scotland», da skouer). Tud yaouank barrek da dresañ ne vank ket e Diwan : neuze, perak e vefe ken diaes embann bannoù treset krouet gante, pa weler ar berzh graet gant ar mangaioù, war Internet ha lec’hioù all ?

Skrabidoull, Internet, Satrapi e brezhoneg...

War al lec’hienn Skrabidoull pe c’hoazh Ya-ouank, e vez gwelet ingal tresadennoù e brezhoneg en linenn. Met treut eo ar peuriñ. En Euskadi e vez krouet 15 albom bannoù treset en euskareg bep bloaz. E-kerzh ar pemzek bloavezh paseet e oa bet troet Titeuf, Kid Paddle, Mariane Satrapi... Met marv eo ar gazetenn Meuriad, hag evit ar poent n'eus skrivagner na treser ebet en dije krouet ur vandenn dreset nevez ‘zo e brezhoneg penn da benn. Kalonekaat treserien ampart da labourat gant skrivagnerien, ha reiñ un tamm sikour dezho a vefe da lakaat da bal er bloavezhioù da zont.

«Pezh a vank er mare-mañ, ' gav din, e Breizh hiziv a zo krouidigezh, tud prest da sevel, da skrivañ traoù, ha tud gant traoù da lâr peogwir da gentañ tout e ranker kaout un dra da lavarout d'ar re all ha se 'm eus poan da gaout e Breizh  ; deus un tu omp re vat, en ur mod, re aes da gaout moneiz pa saver un doser out sur tamm pe damm da gaout moneiz da heul.»

Lionel Buannic