Bed ar c’hoariva e kañv

Annonce publié le 9/10/17 21:47 dans Nécrologie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Bed ar c’hoariva e kañv

Aet eo da Anaon, trumm, er mintin-mañ CELINE SOUN, Leurennerez ha buhezourez c’hoariva hag e penn ar strollad LA

OBRA (kastilhaneg- brezhoneg), mamm Gwenegan-Eusebio ha Ewan-Tekun, 2 vugel 3 hag 1 bloaz.

Ur plac’h a-feson, ul labourerez, leun a startijenn e oa, tri mennozh ar vunutenn, evit kas war-raok ar c’hoariva gant ar re yaouank, e Breizh hag Amerika ar C’hreisteiz. Aozet he doa en Hañv-mañ ur staj c’hoariva etrevroadel er C’hab.

Gant glac'har, a greiz kalon e kasomp hon hetoù gwellañ a genskoazell d'ar familh, d'he gwaz Josue eus bro-Gwatemala, ha familh Céline eus Plouvien. A viskoazh e oa bet Celine sot gant ar c'hoariva, goude bout gwelet abadennoù Goulc'han, lakaet he doa da bal bout eveltañ, sevel he strollad c'hoariva dezhi evit kas pelloc'h an arz a blije dezhi. Kenavo, Celine gaezh, aet out kuit re vuan, kement a draoù 'poa da gas c'hoazh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?