Staj disentiñ : Penaos stourm evit ar brezhoneg ? D’ar 1añ a viz Du

Agenda publié le 6/10/17 14:53 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/43/43195/43195_1.jpg
Disentiñ

Diwan lakaet diaes, kevratoù CAE-CUI en arvar e bed ar sevenadur hag ar Brezhoneg, anv Fañch difennet, re nebeut a draoù graet gant ar strollegezhioù lec’hel evit ar brezhoneg, ar yezh lakaet a-gostez war hentoù-tizh ar Stad…

Trawalc’h !

Ha c’hoant ‘p eus stourm evit hor yezh

Kinnig a ra strollad Ai’ta ! ostilhoù pleustrek evit an holl o deus c’hoant d’ober traoù vit ar brezhoneg da vare un devezh staj:

• Un devez a-bezh evit deskiñ diazezoù an disentidigezh keodedel.

• Penaos stourm en un doare efedus ha difeulz hag anavezout ar riskloù hiniennel a-fed lezenn?

• Penaos sevel un oberenn? Petra zo tu gounit? Peseurt strategiezh?

• Peseurt emzalc’h kaout pa vezer galvet gant an archerien?

• Brudañ : penaos implij ar mediaoù “hengounel”? ar rouedadoù sokial ?

• Penaos en em wareziñ e-keñver an niverel ? Gant peseurt binviji ober war internet ?

Evit kaout respontoù, pleustriñ hag eskemm asambles, lakait o anv evit kemer perzh er staj: Skrivit ur postel deomp (darempred@aita.bzh).

Lec’h: E Korn-bro Brest (kaset e vo ar chomlec’h resis deoc’h)

Deiziad: D’ar Merc’her 1añ a viz Du (devez dilabour), etre 9 e 30 ha 5 e 00 noz

Priz: priz libr (kemer perzh er frejoù). Gant pep hini e teuio peadra da zebriñ evit lein.


Vos commentaires :
Alter Ego
Dimanche 22 décembre 2024
Kentel gentañ ar staj : lakaat izili Ai'ta da zeskiñ skrivañ brezhoneg reizh

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?