An agregadur e brezhoneg : un hunvre deuet da wir

Communiqué de presse publié le 29/09/17 16:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43153/43153_1.jpg
An agreg : ar wech kentañ e istor ar brezhoneg !
https://abp.bzh/thumbs/43/43153/43153_2.jpg
Campus Mazier, Sant Brieg, e lec'h vo graet ar stummadur

A-raok an 12 a viz Here e vo ret deoc'h lakaat hoc'h anv, evit ar c'hentañ agregadur istor ar brezhoneg.

Ensavet ez eus bet un agregadur evit « yezhoù Frañs » d’ar 15 a viz Meurzh 2017.Talvezout a ra evit seizh yezh : brezhoneg, euskareg, katalaneg, korseg, kreoleg, okitaneg ha tahisianeg, ha digoret postoù diouzhtu ar bloaz-mañ (den ebet ne oar pegement, dre ma vez pevar evit ar c'hapes, kredapl bras e vor ur post hepken) e brezhoneg, korseg hag okitaned.

Kavet e vez ar program en linenn war lec'hienn ministerezh an Deskadurezh, war al lec'hienn «Devenir enseignant».

C'hwec'h amprouenn a zo, teir degemeradusted, dre skrid hag a vo dalc'het e miz Meurzh. Teir amprouennn degemer, dre gomz, hag a zlefe bezañ dalc'het e miz Mezheven, hervez Ronan ar C'hoadig, e karg eus ar c'honkour.

Ur skrid-displeg hag a vo da sevel e galleg dindan seizh eurvezh. « La Révolution française et les langues de France » zo bet lakaet da brogramm an amprouenn-se.

A-hend-all ’vo un destenn lennegel da zisplegañ e brezhoneg, dindan seizh eurvezh ivez. Peder oberenn zo bet lakaet war ar roll : «Trois poèmes en moyen-breton», «Kammdro an Ankoù», «Itron Varia Garmez» hag «Un dornad plu».

Hag evit echuiñ ’vo div destenn da dreiñ dindan c’hwec’h eurvezh : unan eus ar brezhoneg d’ar galleg ; eben eus ar galleg d’ar brezhoneg. Aze n’eus tamm programm ebet.

Dre gomz e vo ur gentel da brientiñ dindan pemp eurvezh, un displegadur yezhoniel hag un displegadur lennegel. Daou dem zo bet lakaet er programm : « barzhoniezh e brezhoneg ar bloavezhioù 1970 » hag « ar brezhoneg er skol eus an Trede Republik d’al lezenn Deixonne ». N'ues ket a eil danvez.

Ha pa vez goulennet digant Ronan ar C'hoadig perak tremen an Agreg, setu ar pezh a vez respontet gantañ :

«Da zigentañ peogwir eo ur genstrivadeg a zegas lorc’h d’hor yezh. Start ’oa bet gounit ar C’hapes, startoc’h c’hoazh ur genstrivadeg evit ar skolaerien divyezhek, ha c’hoazh n’int ket peurvat. Ho pet soñj eus ar pezh a skrive an akademiad Jean Dutourd e 1985 :  

Monsieur Lang ayant créé un Capes de patois breton, pourquoi ne pas créer un Capes de mendicité ? Il y a une culture à préserver, comme on dit de nos jours. 

Ranket zo bet gortoz tregont vloaz evit kaout an agregadur, ur genstrivadeg arouezius eus dreistelezh ar studioù e Frañs… Un druez ’vefe ne vefe ket ur bern tud o lakaat o anv evit klask tapout anezhañ. Bastañ a ra d’un ezhomm, ouzhpenn-se.»

Hag ar stummadur ?

E Sant Brieg e vo digoret ur stummadur d'an agregadur, ha skol veur Brest o reiñ dorn dezhe (112 eurvezh stummadur, strollet d'ar merc'her evit ma c'hellfe ar studierien heuliañ an eurvezhioù kelenn). Digoret e vo ar stummadur-se a-benn nebeut. Ar re a fell dezhe lakaat o anv a c’hell kas keloù da sekretourva Kevrenn geltiek Roazhon 2 : annie.mordelet@univ-rennes2.fr pe thomas.nouvion@univ-rennes2.fr (pe dre bellgomz, d’an niverenn 02 99 14 17 02)..


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?