Patrick Fetu ha Kirill Giraudon : un droidigezh soutil

Annonce publié le 26/09/17 15:35 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43115/43115_1.jpg
Ur skeudenn all, gant gerioù an haisha

Skrivagnerien haiku an daou, graet o deus ul levr gant skeudennoù, «haisha» a vez graet anezho, asambles.

«Etre oabl ha mor», setu titl al levr, gant fotoioù ha testennoù Patrick Fetu, skrivagner haiku, savet gantañ meur a varzhoneg, liammet gant ar mor alies.

O chom kichen Pariz, kine, Patrice a blij dezhañ arz an haiku, ha plijus ken-ken eo lenn e levr, daoust da «glichedoù Breizh» a vez kavet un tamm memestra gant kalz a velkoni, traoù «mergle»t (met se vez kavet gant Lors Landat, ha Kris Menn ivez), bigi o vervel, koeff ar vaouezh kozh dindan e «gorzenn wer».

Met brav ar skeudennoù, brav al levr (golo da cheñch marteze, ken simpl eo...), kit neuze d'e lenn ha pleustrit evit sevel barzhonegoù evel-se, skignit anezho, prenit e levr evit mont donoc'h e arz an haisha !

Kozh kouc'h bronduet

karout 'rafe ar moraer kozh

e welout o ouelediñ. /

Dirak e gouc'h

digor d'ar seizh avel

an droug-bouzelloù. /

Mergl hag ankounac'h -

emañ ar penton kozh o c'hedal

an tarzh-mor diwezhañ. /

Etre oabl ha mor

Patrick Fetu

Unicité


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 4 ?