NPK : 19vet fest-noz b'ar c'hraou !

Chronique publié le 10/09/17 17:53 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Penn Kelenn : pep bloaz e vez addizoloet al lec'h, gant mogerioù maen evel e bro Iwerzhon, ul liorzh brav, tiez maen tev bro Skaer. Evit an degemer, ar batronez, Martine hag he c'homper, Gi Penseg. Hepto, amañ, ne vefe ket bevet kement a draoù : stajoù e brezhoneg evit ar vugale (vakansoù en ti-feurm), prantadoù natur war ar maez o kanañ hag o farsal e hentoù treuz menhir sant Yann, laezh bio produet 'pad bloavezhioù, stourm evit ar brezhoneg, al labour douar, an dañs hag ar c'han ha diskan, gant skol kan ha diskan sant Turian, hag ar fest-noz «Kan kan» ijinet gante ivez, e miz Meurzh pep bloaz e sal sant Turian.

Kemer an hent betek Kerien, pignat e sant Turian, tremen kichen milin Kerchuz, goude Stang Boudilin, setu Penn Kelenn : otoioù er park lec'h, war an hent, leun a dud. 200 den b'ar sal, o flapiñ 'tal an davarn, o tañsal, o seniñ. Kar amañ, «back stage» ebet, ar sonerien a zebr gant an arvesterien, a zañs ganto, a flap ganto. Sevenadur ar vro bevet e brezhoneg, en galleg evit an holl. Bravo d'an aozerien, d'ar re a farde krampouezh : brav an disoc'h, brav ar gouel !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?